Nicolas Demorand, bet ganet e Vancouver (Kanada) d'an 5 a viz Mae 1971, a zo ur c'hazetenner gall.
Mab d'un diplomat eo, ha bevet en deus e Kanada, er Stadoù Unanet, e Japan, e Belgia e Maroko. Skoliad eo bet en École normale supérieure de Fontenay-Saint-Cloud, hag un aotreegezh prederouriezh en deus tapet, skolveuriad war al lizhiri modern eo ha kelenner eo bet en ul lise micherel hag e klasoù prepa evit ar skolioù uhel, met ivez kroniker war ar gastronomiezh ha kazetenner dizalc'h evit an Inrockuptibles.
Dont a ra e France Culture e 1997, kenlabourer Staccato gant Antoine Spire hag eus La Suite dans les idées gant Sylvain Bourmeau eo bet a-raok produiñ Cas d'école hag adalek miz Gwengolo 2002 en deus kinniget lodenn mintinvezh ar chadenn, Les Matins de France Culture. Eus miz Gwengolo 2006 da Even 2010[1], da-heul Stéphane Paoli, e reas war-dro kinnig lodenn keleier ar mintin war France Inter (Sept neuf trente, hag a oa deuet da vezañ Le Sept dix e miz Gwengolo 2007 ha Le Six trente dix e miz Genver 2010).
Eus miz Gwengolo 2008 da viz Ebrel 2009 e reas war-dro al lodenn 6e - 8e noz war ar chadenn keleier dibaouez i>Télé, a-gevret gant Maya Lauqué[2],[3].
Abaoe miz Gwengolo 2009, e kinnig war France 5 un abadenn divizoù politikel anvet C politique[4] hag a zeu da-heul hini Serge Moati, Ripostes.
D'an 18 a viz Du 2009 e resev Nicolas Demorand ar priz Philippe Caloni evit an aterser gwellañ[5].