North American Free Trade Agreement

Logo an NAFTA

North American Free Trade Agreement berraet e NAFTA, e brezhoneg Emglev frankeskemm Norzh Amerika berraet e EFENA[1], a vez graet eus ur feur-emglev ekonomikel etre Stadoù-Unanet Amerika, Mec'hiko ha Kanada o krouiñ ur bloc'had etre tiriadoù an teir bro evit kaout eskemmoù ekonomikel aesaet. Ar feur-emglev a voe enaouet d'ar 1añ a viz Genver 1994.

Kemer a reas plas ar Canada–United States Free Trade Agreement, ur feur-emglev ekonomikel etre SUA ha Kanada (7 a viz Here 1987). Ouzhpennadurioù a zo bet d'an NAFTA: an North American Agreement on Environmental Cooperation (NAAEC) hag an North American Agreement on Labor Cooperation (NAALC).

8 a viz Kerzu 1993, Bill Clinton o reiñ meul da sinadeg an NAFTA

Emsavadeg Zapatistat evel respont d'an NAFTA e Chiapas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An EZLN en devoa bet disklêriet brezel d'ar stad meksikan d'ar 1añ a viz Genver 1994, devezh enaouadenn an EFENA er Mec'hiko. Ar pal a oa difenn ar mennad 27 e bonreizh Mec'hiko o tifenn da werzhañ pe broadelaat douaroù ar gumuniezhoù indian dre ar vro hag a voe roet lamm dezhañ dre an NAFTA.

Kudennoù endro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar Sierra Club, an NAFTA en ur reiñ lusk da eskemmoù bras dreist-holl da geñver an ezhporzhiadurioù madoù al labour-douar savet a-ratozh evit-se a roio un implij uheloc'h a zanvezioù diazez (eoul-maen...) kement ha produioù kimiek hag an ODG. An NAFTA en deus degaset saotradur ouzhpenn, evel e Mec'hiko gant meingleuzioù saotrus.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. spagnoleg: Tratado de Libre Comercio de América del Norte, TLCAN ha galleg: Accord de libre-échange nord-américain, ALÉNA

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.