Nur Devlet a oa mab da Hacı Iañ Giray ha khan Krimea er XVvet kantved.
Goude marv Hacı Giray e 1466 e savas reuz etre e vibien a-benn tapout krog er galloud. Nur Devlet a voe khan Krimea etre 1466 ha 1467 evit ar wech kentañ met skarzhet e voe gant e vreur Mengli Iañ Giray a oa skoazellet gant Genoviz. Adkemer a reas ar galloud er memes bloavezh gant sikour e vreudeur Hayder ha Bay Keldi.
Mengli Iañ Giray a gavas repu adarre e Kefe, kêr e dalc'h Genoviz. Dre ma soñje d'ar re-se e oa Mengli a-du ganto hag a-enep an Otomaned e skoazelljont anezhañ da adtapout ar galloud er c'hanat e 1468 pe 1469. Met Mengli a savas emglev gant ar sultan Mehmet II kerkent ha deuet en-dro war an tron.
Nur Devlet a dapas ar galloud un trede gwech a-raok bezañ rediet da skarzhañ kuit diouzh Krimea e 1478 ha kavout repu e Moskov. Etre 1486 ha 1490 e voe lakaet war tron khanat Qasim gant Ivan III.
Mervel a reas e 1503 e-kichen Moskov. E gorf a voe kaset da Grimea ha sebeliet e Bahçesaray.
En e raok: Hacı Iañ Giray |
Khan Krimea ![]() 1466 – 1467 |
War e lerc'h: Mengli Iañ Giray |
En e raok: Mengli Iañ Giray |
Khan Krimea ![]() 1467 – 1469 |
War e lerc'h: Mengli Iañ Giray |
En e raok: Mengli Iañ Giray |
Khan Krimea ![]() 1475 – 1476 |
War e lerc'h: - |