Oberiadur-brezel Red Wings | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel Afghanistan (2001) etre Lu ar Stadoù-Unanet ha soudarded Talibaned | |||||||
Kartenn an oberiadur brezel Red Wings | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
SUA | Taliban | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Letanant koronal Andrew MacMannis (USMC) Letanant komandant Erik S. Kristensen (Navy Seals) Letanant Michael P. Murphy (Navy Seals) | Ahmad Shah | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
SUA: | Taliban
| ||||||
Kolloù | |||||||
* 19 marvet
| * Dianav 35 d'an uhelañ
|
Oberiadur-brezel Red Wings, anvet ivez "emgann Abbas Ghar" en un doare amspis, anvet "oberiadur Redwing" a-wechoù en un doare fazius, pe c'hoazh Red Wings, a zo bet un oberiadur-brezel e-kerzh Brezel Afghanistan.
E distrikt Pech, proviñs Kounar en Afghanistan, e menezioù Sawtalo Sar, e oa al lec'h-emgann.
Eus ar 27 a viz Even 2005 betek kreiz miz Gouhere 2005 e padas an oberiadur. Bet eo Red Wings an emgann ma voe lazhet ar muiañ niver a soudarded amerikan e-kerzh ar memes devezh e-pad Brezel Afghanistan aboae e zeroù 5 bloaz a-raok, evit an Navy abaoe an Eil Brezel-bed[1].
D'an 28 a viz Even 2005, pevar ezel eus ar strollad-stourm amerikan Seal Team 10 a voe karget da dapout krog en Ahmad Shah, ur penn uhel d'an Dalibaned lec'hiet e proviñs Kounar, er reter da Asadabad, kêr-benn ar proviñs.
Izili ar strollad Navy Seals a oa Michael P. Murphy, Marcus Luttrell, Danny Dietz ha Matthew Axelson.
Ar strollad Seal Team 10 en Afghanistan, dres a-raok an oberiadur-brezel Red Wings. D'an 28 a viz Even 2005 an holl a varvo nemet an eilvet klas Marcus Luttrell, trede adal an tu dehoù war ar poltred. |
Lec'h-redek ha kounlec'h Red Wings e Honolulu, Hawaii |
19 soudard amerikan a zo bet lazhet[2], ur viñsaskell Chinook a zo bet distrujet gant tenn ur banner roketennoù RPG-7[3].