Dont a ra ar ger eus ar poz gallekodalisque, deuet eus ar ger turkekodalık, a dalv kement ha plac'h a gambr, eus "oda", "kambr". E saozneg e vez skrivet hervez ar stumm gallek peurvuiañ, pe "odalisk", met skrivet eo bet ivez, hervez an distagadur turkek, odahlic hag odaliq.
Er-maez eus an impalaeriezh otoman e vez roet d'ar ger odaliskenn ar ster a serc'h uhelrenk; kement-se ne glot ket gant an istor nag ar c'hustum turk pa oa ret d'an odaliskezed chom gwerc'h.
En Europa ivez e vez implijet ar ger evel gast pe kourtizanez. Ober fae war an istor n'eo ken.
Sklavezed gwerc'h e oa an odaliskezed. Peurliesañ e vezent profet d'ar sultan. A-wechoù ivez, e tiegezhioù Jorjia, e veze aliet ar merc'hed da vont da odaliskezed en un harem. Eno e c'halle o renk uhelaat, e c'hallent mont da serc'hed pe da briedoù. Met mitizhien e oant en harem ar sultan ha netra ken. Ne servijent ket ar sultan, met e wragez pe serc'hed, ha ne vezent ket gwelet gantañ. Tre e traoñ ar skeul e oant en harem, dindan lasoù mamm ar sultan. Met pa veze un odaliskenn koant dreist ar re all, pe ma veze donezonet kaer da ganañ pe da zañsal, e veze desket evit dont da vout serc'h. Ma veze dibabet an odaliskenn da servij ar sultan ez ae betek e wele, ha neuze e save war ur bazenn uheloc'h, hini ar serc'hed. En Impalaeriezh ottoman ne c'halle ar serc'hed gwelout ar sultan nemet ur wech, neuze e veze ret sachañ e evezh gant un donezon bennak, kan, pe dañs pe reizh. Ha ma c'halle ur serc'h reiñ ur mab d'ar sultan e teue da vezañ pried dezhañ kenkent.
Ur fantasm eo bet an odaliskezed en Europa an XIXvet kantved, e-touez ar wazed wenn, el lennegezh koulz hag el livouriezh, ha gantañ eo bet awenet al luskad arzel a vez graet reterouriezh anezhañ. Met krog e oa an doug d'ar reter adal an XVIIIvet kantved. Digarez e oa da lakaat erotegezh, a dammoù pe a sailhadoù, en taolennoù.
Kement-se zo testeniekaet en taolennoù meneget amañ.
En XVIIIvet kantved
An odaliskenn, gant François Boucher, livet e 1740. A c'hallfe a-walc'h bezañ bet awenet gant levr Antoine Galland, a oa bet embannet e droidigezh eus ar Mil nozvezh hag unan e 1704 (kentañ embannadur, meur a hini all zo bet, kement a verzh a rae).
Odaliskenn he blev melen, gant François Boucher, an anv all roet da boltred unan eus serc'hed ar roue gall da-neuze, an dimezell O'Murphy. Splann an digarez amañ.
Odaliskenn gant ur sklavez, gant Ingres. Dave da livadurioù eus an Azginivelezh italian (Gwener Urbino ha DanaeTizian), livadurioù eus maouezed noazh gant ur vatezh. Diwar neuze e vo ur c'hiz lakaat ur vatezh du e-kichen ur vaouez wenn en he noazh.
E 1858 e veze graet luc'hskeudennoù gant ar saoz Fenton en e di, gant mignoned, diwar-benn buhez faltaziet merc'hed ar broioù muzulmat, evel Odaliskenn koazezet.
Odalisque, trede lodenn ar romant Quicksilver (2003) gant Neal Stephenson, ennañ an teir levrenn-mañ: Quicksilver, King of the Vagabonds, hag Odalisque.