Marvet int e miz Du1918 (nemet unan marvet e miz Here), e dibenn ar Brezel-bed kentañ. Soudarded el Lancashire Fusiliers pe er Manchester Regiment e oa an darn vrasañ anezhe[3],[4]. Enni emañ douaret ar barzh Wilfred Owen, isletanant er Manchester Regiment .
Ur vered eus ar Brezel-bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Du1918 ha douaret e voe enni milourion eus an Highland Light Infantry (Skos) hag eus ar Royal Engineers marvet e-doug an emgann evit treuziñ ar ganol Sambre-Oise d'ar 4 a viz Du1918. Goude dibenn ar brezel e voe ouzhpennet bezioù all deuet eus beredoù tro-dro[1][5].