Osman III, ganet d'an 2 a viz Genver 1699, a voe sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da vMustafa II ha breur da vMahmut I.
Ren a reas eus 1754 betek 1757.
E-pad e ren e voe rediet an nann-muzulmiz (kristened ha yuzevien) da wiskañ dilhad heverk.
Skarzhañ a reas holl sonerien ar palez dre m'en doa kasoni ouzh ar muzik.
Mervel a reas d'an 30 a viz Here 1757. Mustafa III a renas war e lerc'h.
En e raok: Mahmut I |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1754 – 1757 |
War e lerc'h: Mustafa III |