Otto Heinrich Warburg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Otto Heinrich Warburg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh alaman, Republik Weimar, Trede Reich, Republik Kevreadel Alamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOtto Heinrich Warburg Kemmañ
Anv-bihanOtto Kemmañ
Anv-familhWarburg Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Her 1883 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFreiburg im Breisgau Kemmañ
Deiziad ar marv1 Eos 1970 Kemmañ
Lec'h ar marvWest Berlin Kemmañ
Abeg ar marvpulmonary embolism Kemmañ
Lec'h douaridigezhDahlem Cemetery Kemmañ
TadEmil Warburg Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
FamilhWarburg family Kemmañ
Den heverkViktor Brack Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherbiochemist, chemist, kelenner skol-veur, mezeg, physiologist Kemmañ
Tachenn labourbiokimiezh, physiology Kemmañ
ImplijerHumboldt University of Berlin, Kaiser Wilhelm Society Kemmañ
Bet war ar studi eHumboldt University of Berlin, University of Freiburg Kemmañ
Rener tezennEmil Fischer Kemmañ
Danvez-doktorOtto Fritz Meyerhof Kemmañ
Bet studier daEmil Fischer Kemmañ
Strollad etnekYuzevien Kemmañ
Perzhiad eNuremberg Medical Trial Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Ezel eusRoyal Society, German Academy of Sciences Leopoldina, Academy of Sciences of the GDR, Kaiser Wilhelm Society Kemmañ
Otto Warburg e 1931.

Otto Heinrich Warburg, bet ganet d'an 8 a viz Here 1883 e Freiburg im Breisgau (Impalaeriezh alaman d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Eost 1970 e Berlin (Alamagn ar C'hornôg d'an ampoent), a oa ur mezeg, fiziologour ha bevgimiour alaman.

Red e vicher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paket e oa bet Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh gantañ e 1931 o c'hoprañ e gavadennoù war natur ha mod oberiañ an enzim analañ. O labourat war gelligoù kankrek en devoa kavet ur bec'h ouzhpenn uhel a ion laktat hag a roe da grediñ e oa c'hoarvezet ur goadur. Ar pezh a reas dezhañ goulakaat, e 1924, n'o deveze ket ezhomm ar c'helligoù-se da gaout oksigen da greskiñ dre ma raent gant ar glukoz dre ur goadur anaerat. Mont en-dro amreizh ar mitokondri a vije pennkaoz da zegouezh ar c'hrign-bev neuze.

Hans Adolf Krebs, ur mezeg alaman ken brudet all, a voe e-touez e studierien : deroet e voe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh dezhañ e 1953.

Daoust d'e dad bezañ a orin yuzev ne oa ket bet atahinet Warburg gant an Nazied p'o devoa kemeret ar galloud en Alamagn e 1933 : gwir eo ne voe ket aotreet da gelenn ken, met ne voe ket kaset da louediñ e-barzh unan eus ar c'hampoù-bac'h a groge da vezañ savet er vro a-bezh kennebeut. Un ofiser eus an dibab e oa bet en ur rejimant marc'hegerezh eus an arme brusian e-pad ar Brezel-bed kentañ ha tapet an Eisernes Kreuz (Kroaz Houarn) gantañ en abeg d'e galonegezh en emgann. N'eo ket a-walc'h da zisplegañ abalamour da betra e oa bet espernet. E 1935 e oa bet oberataet Adolf Hitler ha lamet ur polip diwar e gerdin-mouezh : betek-gouzout na grogfe ar c'hrign-bev ennañ, ha kendrec'het-mat e ouife Otto Warburg kavout an tu d'e bareañ, en devoa graet e veno ar c'hañseller nazi da wareziñ ar gouizieg.