Pennwisk

Ur pennwisk zo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed.

Div gorollerez yaouank en Enez Bali e 1929.
Gwaz sikh tulbanet.

A bep seurt pennwiskoù zo:

  • darn gant erien, darn dierien
  • darn evit diwall diouzh an heol
  • darn evit diwall diouzh ar yenijenn
  • darn evit gwareziñ ar penn, gwelout pennwisk-gwareziñ
  • darn a verk ar garg: kurunenn ar roue, tog ar c'hardinal
  • darn a verk ar vicher: kepi an ofiserien, gouel al leanezed
  • darn a verk ar relijion, evel tulban ar wazed sikh
  • darn a verk ar reizh hag ar relijion: niqab ar maouezed er broioù muzulman
Maouezi amish war an aod, gwisket o fennoù.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]