Pietro Aldobrandini, ganet e Roma e 1571 ha marvet e 1621 a voe kardinal en Iliz katolik roman.
Niz (nipote en italianeg) e oa d'ar c'hardinal Ippolito Aldobrandini, anvet da bab Klemez VIII, ha gant e eontr e voe anvet da gardinal e 1593, cardinal nepote en italianeg. Da gardinal merour e voe anvet e 1599 betek e varv, ha da arc'heskob Ravenna e 1604. Diwar-se eo e voe savet ha brudet an anv nepotismo.
Eñ an hini en dije lakaet ar roue gall Herri IV da sinañ feur-emglev Lyon e miz Genver 1601 gant Carlo Emanuele Iañ, dug Savoia, da lakaat fin d'ar brezel evit markizelezh Saluzzo.
Mervel a reas e 1621 da 50 vloaz.