Pippi Långstrump (Pippi hir he loeroù) zo ur plac'hig hag a gaver e romantoù ar skrivagnerez svedekAstrid Lindgren (1907-2002), hag er filmoù niverus savet diwarno. E Breizh n'anavezer anezhi nemet en hec'h anv gallek, Fifi Brindacier, rak n'eo ket troet nag al levrioù nag anv ar bugel en hon yezh.
Pippi zo bet anvet gant Karin, merc'h Astrid Lindgren, pa oa nav bloaz, hag e c'houlenne digant he mamm sevel un istor, un deiz ma kave hir hec'h amzer er gêr dre ma ne oa ket skol.
Nav bloaz eo Pippi, ar plac'h dinec'h ha dichipot, ha nerzh he deus ken e c'hall sevel ur marc'h gant un dorn. Goap a ra ouzh an dud vras, ha c'hoari troioù kamm dezho. Kement-se a blij d'ar vugale, ha pell emaomp eus bed Kontez Ségur. Evel Peter Pan, Pippi ne fell ket dezhi bout bras. Evel kalz bugale, ne fell ket dezhi mont d'ar skol.
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Troet eo bet levr Astrid Lindgren en un 70 yezh bennak.