Plazas de soberanía (ger-ha-ger 'lec'hioù souverenite') zo un termen istorel a veze implijet evit ober anv eus an teroueroù dalc'het war-eeun gant Spagn e Norzhafrika (enebet ouzh ar pezh a oa gwechall ar protektorat spagnol war norzh Maroko ha Sahara ar C'hornôg).
Pemp plaza de soberanía zo, en o zouez div plaza mayor ('lec'hioù bras'):
ha teir plaza menor ('lec'hioù bihan'):
Ouzhpenn ar re-mañ, emañ an Isla Perejil, un tamm enezennig roc'hellek distro nepell eus Ceuta, a zo bet danvez un tabut gant Maroko e 2002, hag a zo bet termenet evel ur Plaza de Soberanía ouzhpenn abaoe. Koulskoude n'eo ket tre ur Plaza de soberanía e gwirionez, kentoc'h ur seurt tachenn etre, un no-man's land.
Kêrioù emren eo bremañ al 'Lec'hioù bras' zo eus Ceuta ha Melilla (ur seurt kumuniezh emren). Ledanoc'h eo o galloudoù eget re ar c'huzulioù-kêr boas (gouest int da embann reolennadurioù a-benn seveniñ oberoù zo, gant ur giriegezh uheloc'h eget re ar c'hoñsailhou-kêr all). Nebeutoc'h a otonomi o deus memes tra eget ar c'humuniezhioù otonom da vat. (n'o deus ket galloudoù lezennel otonom). Setu perak ne vez ket graet nemeur ken gant an droienn 'plaza de soberanía' hiziv pa vez anv eus an div gêr-mañ.
Al 'lec'hioù bihan' a ya d'o ober enezennigoù bihan nepell eus aod Maroko. N'eus ket a boblañs sivil warno. Administret int war-eeun gant gouarnamant Madrid.
Ezel int eus Unaniezh Europa evel ar peurrest eus Spagn. Ober a reont gant an euro. An eil gant egile e sav poblañs ar plaza de soberanía da 145,336 a dud. Ingalet eo an dud hanter-hanter etre Ceuta ha Melilla mui pe vui, daoust m'eo un tammig stankoc'h an dud e Ceuta.
Pa voe dilezet protektorat Spagn war hanternoz Maroko ha pa voe anavezet dizalc'hiezh ar vro ganti e 1956 ne voe ket dilezet ar 'plazas de soberanía' peogwir e oant bet ul lodenn eus Spagn abaoe ar XVvet hag ar XVIvet kantved ha, dre se, e oant chomet er-maez eus ar protektorat.
Strolladoù nasionalist Maroko a c'houlenn souverenite ar vro war tout al lec'hioù-se a-benn sevel Maroko Veur.