Ploeneg

Ploeneg
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plouhinec
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz (betek 2015)
Douarnenez (abaoe 2015)
Kod kumun 29197
Kod post 29780
Maer
Amzer gefridi
Yvan Moullec
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro ar C'hab
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 940 ann. (2020)[1]
Stankter 140 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 00′ 51″ Norzh
4° 29′ 11″ Kornôg
/ 48.01430000, -4.48630000
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 104 m
Gorread 28,05 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ploeneg

Ploeneg a zo ur gumun eus Kerne-Izel e kanton Douarnenez, e departamant Penn-ar-Bed, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh. Graet e vez Ploenegerien eus an dud a zo o chom enni.

Plouhinec eo an anv ofisiel gallek. Ur gumun all e departamant ar Mor-Bihan a zo anvet Plouhinec ivez e galleg, met Pleheneg e brezhoneg. Lavaret ez eus e oa savet an anv diwar hini sant Winog(Daveoù a vank), met faltazius e vije hervez lod(Daveoù a vank). Dont a rafe kentoc'h eus ploe hag ethin (lann e henvrezhoneg hag e kembraeg), hag an dibenn -eg (evel en anv Banaleg).

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
  • Ar Vagouri-kêr "Les petits Korrigans" a ro un tañva d'ar brezhoneg.
  • Kavet eo bet roudoù eus obererezh an Den eus ar re goshañ en ur gev war an aod e-kichen kêriadenn Menez-Dregan. 400 000 bloaz 'zo e oa bet enaouet un tan el lec'h-se, da lavaret eo roud koshañ un tan a zo bet kavet en Europa. Nepell eus ar c'hev e weler lec'h uhelañ kab ar Souc'h m'emañ nemorantoù teir zaol-vaen warnañ. Ac'hano e c'heller gwelout kement bag a dremen etre Beg-ar-Raz ha Beg Penmarc'h ken e soñj d'an hendraourien e oa ul lec'h arouezel en amzerioù koshañ.
  • Mervel a reas 235 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,61% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
  • E-touez an dud lazhet, en Emgann Rossignol : François Moullec, ganet e 1894.
  • Mervel a reas 105 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[9].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a vilourion
Rouantelezh-Unanet 1 (aerlu)
Hollad 1

Karrnijour e oa. Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed d'an 19 a viz Kerzu 1942 pa gouezhas e garr-nij Harrow (marilhet K7011) er mor[13],[14].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1800

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Maighean Rátha 1998


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Geriadur Gregor Rostrenenn
  3. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Université de Lille
  11. (fr)Memorial Genweb
  12. (fr)Memorial Genweb
  13. (fr)Pertes R.A.F Finistère
  14. (en)Commonwealth War Graves Commission