Ploneiz

Ploneiz
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plonéis
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Arondisamant Kemper
Kanton Plogastell-S.-Jermen (betek 2015)
Kemper-1 (abaoe 2015)
Kod kumun 29173
Kod post 29710
Maer
Amzer gefridi
Christian Coroller
2014-2026
Etrekumuniezh Kemper Breizh ar C'hornôg
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 405 ann. (2022)[1]
Stankter 109 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 00′ 58″ Norzh
4° 12′ 30″ Kornôg
/ 48.016154, -4.208438
Uhelderioù bihanañ 27 m — brasañ 168 m
Gorread 21,99 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ploneiz

Ploneiz a zo ur gumun eus ar Vro C'hlazik e Kerne-Izel, e kanton Kemper-1 e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.

Ploneiz a teu eus ar brezhoneg « ploe » (parrez) hag eus sant-Neis(Daveoù a vank).

Ploneiz a zo ur barrez a gentañ renk, el lec’h m’eo bet staget da vare an Dispac'h Gall ha betek 1892, hollad tachenn Gourlizon. Ploneiz a seblante bezañ, gwechall, ul lodenn eus Gwengad, Penharz ha Sant-Vaho e Kemper. Ploneiz (Ploeneth) a zo bet meneget evit ar wech kentañ, e 1160, en un teul hag a ro madoù an ospitalerion eus roll Sant-Yann eus Jeruzalem. Parrez Ploneiz a oa e-barzh eskopti Kerne. Kavet eo bet an anvioù: Ploeneth (e 1160), Ploeneiz (tro 1330).

  • Mervel a reas 59 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,49% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
  • Mervel a reas c’hwec’h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Jili (1540).
  • Chapel "Notre-Dame-de-la-Boissière" (XVIIvet kantved). Nevesaet e 1813, savadur e stumm ur groaz latin; an itron Kermeno a roas e lec'hiadur d'ar 5 a viz Meurzh 1695.
  • Chapel Santez Anna (XIXvet kantved). Savet e fin an XIXvet kantved hervez steuñv ar chaloni Abgrall hag evit erlec'hiañ ar chapel Prataras distrujet e 1793.
  • Ar chapelioù kozh hag a vank pe a zo bet distrujet hiziv an deiz evel chapel Sant-Guenal, chapel Lanhoulou, chapel Kerveat pe hini Sant-Voris.
  • Kroaz liorzh an iliz Sant Jili (1882).
  • Kalvar Kernevez (XVIvet kantved).
  • Kroazioù pe restajoù kroazioù: Kroaz-Thomas, Kroaz Bered Ploneiz (1912)…
  • Feunteun Sant Jili (XVIvet kantved).
  • Feunteun Santez Anna (1671).
  • Maner Kervern (XVIIvet kantved), perc’henn gant ar familhoù Guillemot, Kersauzon (1444-1550), Leandevez (1550-1626), Disquay ha Brieux.
  • Maner Kergaben (XVIIIvet kantved), adsavet en XIXvet kantved. Servijet en doa da resbital dindan ar renad kozh.
  • Maner ar Marc'hallac’h (XIXvet kantved), Savet gant an tiegezh Carné, war dachenn gozh un ti aotrouniek eus an XVvet-XVIvet kantved.
  • 8 milin hini Kelenneg, Pontiou, Keriven, Kervastal, Marallac’h, Perros …
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù ref>(fr)Memorial Genweb</ref>,[5].

Kevredigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

ULAMIR e Bro Glazik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unvaniezh lec’hel an animasionoù war ar maez e bro glazik a zo bet krouet d'an 20 a viz Kerzu 1982. Agreamant eo d'ur greizenn sokial gant ar C’haf, Skoazellet eo gant kalzik a kevelerien: kumuniezh Kemper, kuzul departamant, kuzul rannvro, yaouankiz ha sportoù, Stad… Abaoe 1996 emañ ar gevredigez he Ploneiz. Renet eo gant un c’huzul ennañ 35 ezel, en o zouez 9 den eus ar burev. Implijet e vez 34 den. Labourat a ra war 5 kumun: Ploneiz, Gwengad, Pluguen, Plogoneg ha Ploveilh. Lec’hiet tro-dro da Gemper. Ezel emañ ouzh an Ubapar hag ouzh an FNFR. He falioù pennañ: Sikour ar c’hevredigezhioù lec'hel en o labour buheziñ. Studiañ an ezhommoù war an dachenn sokial-kelenn ha kelaouiñ ar servijoù publik. Aozañ ha buheziñ an oberennoù sokial-kelenn 725 den ha 80 kevredigezh a zo ezel outi. En tu-hont da 3¹450 den o deus heuliet hini-pe-hini eus an oberennoù-se.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Votet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr Ploneiz d'an 13 a viz Here 2017.

Gevellet eo Ploneiz gant Jovençan (Italia) abaoe 2002. Savet e vez devezhioù krampouezh pe c'hoazh ul loto bep bloaz a-benn kaout arc'hant evit kas ar vugale skoliataet d'ober ur veaj-skol du-hont. Dont a ra bep bloaz ur skipailh eus Jovençan da c'hoari evit ar "mondial-pupille".

Bro Kêr Abaoe
Traoñienn Aosta Jovençan 2002

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49
  3. (fr)Memorial Genweb
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. (fr)Memorial Genweb