Plougonvelen

Plougonvelen
Beg Lokmazhe, gant e abati hag e dour-tan.
Beg Lokmazhe, gant e abati hag e dour-tan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plougonvelin
Bro istorel Bro Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lokournan
Kod kumun 29190
Kod post 29217
Maer
Amzer gefridi
Bertrand Audren
2022-2026
Etrekumuniezh KK Bro an Hirwazh
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 520 ann. (2022)[1]
Stankter 242 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 20′ 26″ Norzh
4° 43′ 06″ Kornôg
/ 48.34059, -4.71846
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 85 m
Gorread 18,69 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plougonvelen

Plougonvelen a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

  • Erwan Vallerie ː Ploeconvelen, c. 1330; Plebs Comelen, 1369; Plogonelen, 1390; Ploecovelen, 1407; Ploegonvelen en Archreleon, 1432; Ploegonvelen, 1516; Ploegonmelen, Ploueconvelen, Guyconvelen, 1544; Plougomelin, Plougomelen, 1558; Plougonvelin, 1630; Plougonmelen, Plougonvelen, 1636; Plougonvelen, 1779
  • En glazur e varc'h mor askellet en argant; e gab kommek en aour karget gant teir melionenn en sabel
  • Sturienn ː Usque ad Fines terrae
  • Un difor'h ez eus ː ar gab, pe en argant, pe en aour

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D’ar 16 a viz Mezheven 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • E distro-skol 2024 e oa 54 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (14,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant François Morvan, ur c'hure, nac'het e voe gant ur c'hure arall, Yves-Joseph Quéré e anv; pevar manac'h Kouent Sant-Vazhe (ar priol, an eil priol ha daou vanac'h arall) a reas al le[3].
  • Mervel a reas 67 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 2,68% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Mervel a reas 44 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
  • D'an 18 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet Floozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor etre Eusa ha Beg Lokmazhe gant dek den en e vourzh; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an dekvet hini[6];
  • D'ar 24 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez Stirling III marilhet EF188 ha kodet OJ-M eus ar 149th Squadron eus ar Royal Air Force war un ti-feurm e Toull Brouenn e Plougonvelen; mervel a reas he seizh nijour, pevar anezhe a zo douaret e bered Kerfaotraz e Brest, an tri all e bered Saint-Charles de Percy War Cemetery (Bro-C'hall); daou anezhe a oa deut a-benn da guitaat ar c'harr-nij gant o harz-lamm, met beuzet e voent er mor; en ti-feurm e voe lazhet ur gwaz ha tri eus e grouadurioù hag un den yaouank, mevel an atant[7],[8].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas nav milour eus ar gumun[9].
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[10].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D’ar 16 a viz Mezheven 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • E distro-skol 2019 e oa 68 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

1918 : Frañsez-Mari ar C'hozh, troour brezhonek.

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Coëtquis,

Aotrounez Kerneguez, e St Vazhe (gwechall parrez)

En argant e lammell en gul, heuliet ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir femdiliaouenn hag ouzh kab gant ur rilhenn ivez en gul
Michel

Aotrounez Kerveny

Palefarzhet ː ouzh 1 ha 4, en sabel e nav mailhenn en argant; ouzh 2 h 3, en aour e gregilhenn en gul

Gevellet eo Plougonvelen gant:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]