Post-kroug

Emsavidi e Siria krouget gant an arme durk, e-pad emsavadeg 1916-1918
Krougadeg Mary Surratt, Lewis Powell, David Herold, ha George Atzerodt, e SUA, goude gwalldaol John Wilkes Booth pa lazhas ar prezidant Abraham Lincoln e 1865.
Peulioù ur c'hrouglec'h, e Gotland, Sveden.
Post-kroug war sevel, e Tombstone, SUA.
Krouglec'h e kamp-bac'h Auschwitz-Birkenau, e Pologn.

Ar groug, pe ar post-kroug, pe kroug-prenn, eo ar postoù a vez aozet da grougañ an dud. A-wechoù e vezont savet war ur chafot. E broioù zo e vez krouget c'hoazh an dud kondaonet d'ar marv.

Ar post-kroug

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vez graet gant tri fost. Daou bost a vez lakaet en o sav, hag an trede a-blaen warne. Ouzh an treust a-blaen e vez istribilhet ar gordenn-groug. Lakaet e vez ar gordenn e kerc'henn un den hag a chom a-istribilh hag a voug dre nerzh e bouez. E broioù zo e oa ur c'hrouglec'h gant daou beulvan hag a weler c'hoazh.

Brudet eo krouglec'h Montfaucon, e-kichen Pariz, e Bro-C'hall.

Pennadoù-kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]