| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig mor Annette – Nicaragua
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Pseudozonaria | ||
Anv skiantel | |||
Pseudozonaria annettae (Dall, 1909) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Pseudozonaria annettae a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h pe divoutin hervez an isspesad a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha 150 m donder etre Mec'hiko hag Ecuador.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Dall e 1909 dindan an anv genad Cypraea hag an anv spesad Cypraea sowerbyi[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria annettae o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav ha boutin a-walc'h eo an Pseudozonaria annettae. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier e strolladoù bihan. An isspesad Pseudozonaria annettae aequinoctialis divoutin a vez draget gant bagoù etre 30 ha 150 m donder.
Daou isspesad a zo bet diskrivet :
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 30 mm ha 43 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 18 mm gour pe ramz, betek 52 mm.
Pseudozonaria nigropunctata, Pseudozonaria arabicula, Pseudozonaria robertsi spesadoù all ar genad, Neobernaya spadicea spesad tost e lec'h bevañ.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Norzh-Amerika e meurvor Habask etre Mec'hiko hag Ecuador.