| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig mor bihan Arabia
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Pseudozonaria | ||
Anv skiantel | |||
Pseudozonaria arabicula (Lamarck, 1810) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Pseudozonaria arabicula a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Mec'hiko hag Ecuador.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Lamarck e 1810 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria arabicula o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav ha boutin eo an Pseudozonaria arabicula. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 22 mm ha 30 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 16 mm gour pe ramz, betek 37 mm.
Pseudozonaria nigropunctata, Pseudozonaria annettae, Pseudozonaria robertsi spesadoù all ar genad, Trona stercoraria, Mauritia arabica spesadoù tost o livioù.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Norzh-Amerika etre Mec'hiko hag Ecuador.