Quilapayún (diwar ar gerioù mapoudoungounek kila, "tri", ha payún, "barv") zo ur strollad sonerien ha kanerien eus Chile, bet krouet e Santiago de Chile gant ar vreudeur Eduardo ha Julio Carrasco ha Julio Numhauser d'ar 26 a viz Gouere 1965.
E 1972 e oa bet anvet ar strollad da gannad sevenadurel Chile gant Salvador Allende, Prezidant ar Republik d'an ampoent. D'an 11 a viz Gwengolo 1973, goude emlazh Allende da-heul taol-reveulzi ar jeneral Augusto Pinochet e tivizas e holl izili chom e Bro-C'hall e-lec'h ma oant da-geñver un nebeud sonadegoù.