Ganet e oa d'ar 24 a viz Here 1892 e barrio an Tamarindo en Aguadilla, en enez Puerto Rico, e ti tud paour, Miguel Ángel Rosa ha María Hernández.
Pa oa bugel e teskas ober segalennoù da c'hounit e vara. Troet bras e oa gant ar sonerezh, ken e c'houlennas digant e dud e leuskel da studiañ da vout soner. E 1903, e 12 vloaz e oa Hernández o studiañ ar sonerezh e San Juan, gant ar gelennerien Jose Ruellan Lequenica ha Jesús Figueroa. Kalz a vinvioù a zeskas son, evel an dreujenn-gaol, an tuba, ar violin, ar piano hag ar gitar. Koulskoude ne gemmas e vuhez da vat, hervez kalzik a sonistorourien eus Puerto Rico, nemet diwar an deiz ma teskas skrivañ ar sonerezh. Da 14 vloaz e sonas evit ar c'h- Cocolia Orquestra. Mont a reas da chom, hag eñ krennard c'hoazh, da San Juan, d'ar c'harter Puerta de Tierra, ma sonas evit laz-seniñ kêr, renet gant Manuel Tizol. Neuze e sone e c'hoariva kêr, d'ar Sul en dibunadegoù. Gant ar gounid bihan e c'halle skoazellañ e c'hoarezed, Victoria ha Rosa Elvira, hag o breur Jesús.
E oberenn gentañ, "María y Victoria", a savas e 1912, met gant ar brezel o tostaat e rankas mont d'an arme stadunanat. En arme e sonas gant laz ar rejimant. Pa voe disoudarded ez eas da chom da New York ma vevas en dienez ha ma en em gavas gant tud evel ar politikour Luis Muñoz Marín (a voe kentañ gouarnour dilennet gant ar bobl e Puerto Rico), ar barzh Luis Lloréns Torres, Luis Palés Matos ha Pedro Flores.
E 1917 e oa Hernández o labourat evel soner e North Carolina, pan eas SUA da gemer perzh er brezel-bed kentañ. Al lazrener jazzJames Reese Europe a oa o tuta da gas sonerien da Europa ha dibab a reas Rafael ha Jesús Hernández, ha 16 soner all eus Puerto Rico en arme stadunanat hag el laz anvet Orchestra Europe. Hag int da lakaat o anvioù. Lesanvet e oa ar rejimant "The Harlem Hell Fighters" gant an Alamaned. Hernández a reas tro Europa gant an Orchestra Europe.
En 1920 e sinas ur gevrat da vont da Cuba da ren laz-seniñ an Teatro Fausto, e kêr La Habana e-pad pevar bloaz. Goude e tistroas da New York d'ober war-dro an Trío Borinquén, ma oa : Manuel (Canario) Jiménez- mouezh kentañ, a voe kemeret e lec'h gant ar c'haner dominikan Antonio Mesa, Salvador Ithier- eil mouezh, ha Rafael Hernández, rener ha kentañ gitar.
Brudet eo bet e ganaouenn Silencio dreist ar re all gant film Wim Wenders, Buenavista Social Club. Ouzhpenn honnezh avat zo anavezet er broioù spagnek, hag ur bern zo bet adkemeret gant "salserien" a-leizh.