Ralf Schumacher (bet ganet d'an 30 a viz Even 1975 e Hürth) a oa ur blenier redadegoù kirri alaman en desu redet e Formulenn 1 etre 1997 ha 2007. Redet en deus evit Jordan, Williams ha Toyota, o c'hounit c'hwec'h redadeg, ha 27 podiom e 180 redadeg. Skazrhet eo bet kuit eus Toyota goude ur bloavezh diaes ha daoust ma en deus graet esaeoù gant Force India n'eo ket deuet a-benn da gaout ur plas evit redek a-benn 2008. Neuze en deus redet e DTM gant Mercedes-Benz betek 2012.
Breur Michael Schumacher eo, an hini a zo aet gantañ ar maout seizh gwezh e kevezadeg bed ar vlenierien e Formulenn 1.
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |