Anvet diwar | Rheiderland ![]() |
---|---|
Stad | Izelvroioù ![]() |
E tiriad | Groningen ![]() |
Located in the present-day administrative territorial entity | Oldambt ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 ![]() |
Daveennoù douaroniel | 53°10′0″N 7°5′0″E ![]() |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Reiderland ![]() |
Contains settlement | Ekamp ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Finsterwolde, Beerta ![]() |
Deiziad divodañ | 1 Gen 2010 ![]() |
Kod-post | 9684–9694 ![]() |
Banniel (deskrivadur) | flag of Reiderland ![]() |
Ardamezioù | coat of arms of Reiderland ![]() |
Reiderland (distagañ :[1]) a zo ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. Savet eo bet e 1990 : divodet e voe Finsterwolde ha Bad Nieuweschans ha kendeuzet e voent e Beerta. E 1992 e voe dibabet an anv Reiderland. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober ar gumun : Beersterhoogen, Beerta, Booneschans, Drieborg, Ekamp, Finsterwolde, Finsterwolderhamrik, Ganzedijk, Goldhoorn, Hamdijk, Hongerige Wolf, Kostverloren, Kromme-Elleboog, Nieuw-Beerta, Nieuwe Statenzijl, Bad Nieuweschans, Oude Statenzijl, Oudedijk, Oudezijl hag Ulsda.
Reiderland a zo unan eus ar peder c'humun izelvroat ma kaver kuzulierien a zo ezel eus ur strollad komunour (an teir c'humun all o vezañ : Heiloo, Scheemda ha Lemsterland). Da-geñver dilennadeg 2002 e teuas Nieuwe Communistische Partij-NCPN da vezañ strollad politikel pouezusañ Reiderland (44% eus ar mouezhioù, 5 kuzulier diwar 13).
Da-geñver dilennadeg 2006 e kollas NCPN 3 dileuriad, hag e tapas kaout 18,3% eus ar mouezhioù. E kuzul-kêr Reiderland ez eus 13 dileuriad :
Reiderland a zo ivez anv un takad en Izelvroioù hag en Alamagn en em gavas dindan dour (en holl 33 c'hêriadenn hag ur gêr) e 1277 pa voe savet pleg-mor Dollart. Lod brasañ an takad a zo bet lakaet da bolder abaoe.
A-benn ar 1añ a viz Genver 2010 e vo kendeuzet Reiderland, Scheemda ha Winschoten e kumun Oldambt. Winschoten eo a vo lakaet da bennlec'h.
![]() |
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |