René Abjean, ganet e Brest d'an 22 a viz Du 1937, a zo sonaozour ha kempenner, evit al lazoù-kanañ dreist-holl. Renet en deus Laz-kanañ Penn ar Bed (ECBM) azalek e grouidigezh e 1977 betek 1989.
Labouret en deus evel kelenner fizik e Skol-veur Breizh-Izel e Brest. En 1953 e krogas da ganañ e laz-kanañ Plougerne. Kenlabourat a reas gant Ar Baganiz en 1962 hag An Triskell, en 1969.
Renet en doa Radio Breizh Izel e deroù ar bloavezhioù 1980.
Dimezet eo gant Mari Kermareg.
- Ar Marh dall (1979), kanadenn. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.
- Ar Missa Keltia (1982), kanadenn. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.
- War varh d’ar mor (1987), oratorio. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.
- Kan evid ar peoh (1989), kanadenn. Savet eo bet ar skrid gant Job an Irien hag ar sonerezh gant René Abjean.
- Une ville vers la mer (1999), kanadenn. Savet ar skrid gant Heather Dohollau.
- Kalon ar Bed (2000), kanadenn. Skrid gant Job an Irien, sonerezh gant René Abjean ha Christian Desbordes.
- Liñvadenn Ker Is (2000), kanadenn. Skrid gant Job an Irien. Savet evit 50 vloaz Kendalc'h.