Robert John Arthur "Rob" Halford zo ganet d'an 25 Eost 1951. Kaner ar strollad Judas Priest eo.
Abalamour d'al levezon en deus bet war ar rock dre vras hag ar metal end-eeun eo 'Metal God' e lesanv.
Halford zo ganet e Sutton Coldfield, e Birmingham, bro-Saoz. A-raok bezañ gant Judas Priest e oa gant ar strolladoù Hiroshima, Abraxas, Thark, Lord Lucifer ha Athens Wood.
Goude 20 vloavezh gant ez eas kuit e 1992. Ar strollad Fight a voe savet gantañ, gant Nine Inch Nails e kenlabouras evit Two (distagañ 2wo). Ar strollad Halford a savs erfin a-raok distrein da Judas Priest e 2003.
E 1998 e lavaras da MTV e oa heñvelreizhat.