Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall, Spagn ![]() |
Bro sport | Spagn ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Robin Le Normand ![]() |
Anv ganedigezh | Robin Aimé Robert Le Normand ![]() |
Anv-bihan | Robin ![]() |
Anv-familh | Le Normand ![]() |
Deiziad ganedigezh | 11 Du 1996 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Pabu ![]() |
Breur pe c'hoar | Théo Le Normand ![]() |
Yezh vamm | galleg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | c'hoarier mell-droad ![]() |
Savlec’h c’hoari pe spesialded | defender ![]() |
Deroù ar prantad labour | 2013 ![]() |
Ezel ar skipailh sport | Atlético de Madrid ![]() |
Sport | mell-droad ![]() |
Robin Le Normand a zo ur c'hoarier mell-droad breizhat hag a c'hoari e-barzh skipailh broadel Bro-Spagn. Ganet e oa d'an 11 a viz Du 1996 e Pabu. Difenner kreiz eo er c'hlub euskarat Real Sociedad abaoe 2016.
Genidik eo eus Brehant-Monkontour, e Bro-Sant-Brieg. Kregiñ a ra da c"hoari mell-droad en Évron Football Club, a-raok mont d'al Lamballe FC betek ar rummad U15.
E 2011, d'an oad a 15 vloaz, eo tutaet gant Stad Brest 29.
Mont a ra e-barzh ar skipailh micherel er c'houlzad 2015-2016, e Kevre 2[1]. C'hoari a ra e grogad kentañ e Kevre 2 d'an 15 a viz Ebrel 2016 a-enep ar FC Sochaux[2].
E fin ar c'houlzad n'eo ket miret gant Stad Brest, hag Eric Olhats, tutaer ar Real Sociedad hag en doa dizoloet ha tutaet Antoine Griezmann un nebeud bloavezhioù kent, a ya e darempred gantañ[3].
Kinnig a ra Eric Olhats da Robin Le Normand, 19 vloaz dezhañ, ober un esae gant ar Real Sociedad, klub Donostia en Euskal Herria, e deroù miz Gouere 2016[4].
Sinet ez eus ur gevrat vicherel 2 vloaz gant Robin Le Normand d'ar 4 a viz Gouere 2016[5] ha mont a ra e-barzh skipailh B ar c'hlub da gentañ, en trede rummad spagnol. C'hoari a ra 23 c'hrogad er bloaz kentañ. En eil koulzad e ra berzh gant e skipailh hag echuiñ a ra trede eus e boull.
Merket eo gant Asier Garitano, gourdoner nevez ar skipailh kentañ.
Kregiñ a ra ar c'houlzag 2018-2019 gant skipailh kentañ ar Real Sociedad. E miz Eost 2018 e astenn e gevrat gant ur bloavezh ouzhpenn, o chom er c'hlub betek 2020[6].
C'hoari a ra e kampionad rummad kentañ Bro-Spagn d'ar 26 a viz Du 2018 a-enep ar Celta Vigo, e Stad Anoeta e Donostia. Ur sizhun goude e c'hoari ar c'hrogad a-bezh el Liga d'an 2 a viz Kerzu 2018 a-enep ar Real Betis, e Sevilla[7]. Tri deiz goude, d'ar 5 a viz Kerzu 2018 emañ war an dachenn e-pad 90 munut en ur c'hrogad eus Kib Bro-Spagn a-enep ar Celta Vigo[8]. E miz Genver e c'hoari c'hoazh e Kib Bro-Spagn er c'hrogadoù mont ha dont a-enep ar Real Betis[9]. D'an 12 a viz C'hwevrer 2019 e astenn e gevrat gant daou vloavezh, o chom er Real Sociadad betek 2022[10]. E-pad e goulzad kentañ gant ar strollad micherel e c'hoari pevar c'hrogad er c'hampionad ha tri c'hrogad er C'hib, evit un amzer c'hoari a 528 munut.
Er c'houlzad da heul, 2019-2020, e ya e-barzh ar skipailh kentañ da vat, el Liga. Difenner kreiz eo e miz Eost 2019 evit krogad kentañ ar c'hampionad a-enep Valencia CF, hag evit an eil devezh a-enep an RCD Mallorca. C'hoari a ra ouzhpenn 3000 munut er c'houlzad. Astenn a ra e gevrat gant ar c'hlub euskarat betek 2024.
E miz Gouere 2022 eo astennet e gevrat betek 2026[11].
Disklêriañ a ra e 2020 e hunvre da c'hoari e-barzh skipailh Bro-C'hall, met n'eo ket dibabet gantañ. Mont a ra da gaout ar vroadelezh spagnol d'ar 24 a viz Mae 2023.
Galvet eo evit c'hoari e-barzh Kevre ar Broadoù d'an 2 a viz Even 2023. C'hoari a ra e c'hrogad kentañ d'ar 15 a viz Even a-enep Italia en hanterc'hourfenn (trec'h 2-1).
War roll Luis de la Fuente emañ evit an Euro 2024[12],[13]. Kemennet eo e-pad ar c'hrogad poull a-enep Italia, hag ur wech all e-pad ar c'hardgourfenn a-enep Alamagn. Astalet eo evit an hanterc'hourfenn a-enep Bro-C'hall.
Dindan liv ar Real Sociedad e ya Kib Bro-Spagn mell-droad gant Robin Le Normand e 2020.
Mont a ra ar maout gant Robin Le Normand ha Skipailh mell-droad Bro-Spagn e Kevre ar Broadoù e 2023.