Rodney Matthews | |
---|---|
R. Matthews (2016) | |
Ganedigezh | 6 Gouere 1945 Paulton Bro-Saoz |
Broadelezh | Breizhveuriat |
Micher | Livour, treser, dizainer, soner |
Prantad | 1970-bremañ |
Domani | Fantazi, skiant-faltazi surrealouriezh |
Internet | rodneymatthewsstudios.com |
Rodney Matthews (Paulton, Bro-Saoz, 6 Gouere 1945 zo ur skeudennaouer, un dizainer hag ur soner breizhveuriat war dachennoù ar fantazi hag ar skiant-faltazi.
Ur bugel rakganet e oa R. Matthews, darbet e voe dezhañ mervel e-kerzh e eurvezhioù kentañ. Diwezhatoc'h, pa voe ur bugel yac'h, e plije dezhañ degemer kentelioù war an tresañ.
Echu e skoliata gantañ e labouras gant e dad, ur mekaniker, met buan e voe merzet e oa ar vicher-se dreist e c'halloud ; broudet gant e dad neuze e lakaas e anv e rann "Dizain kenwerzhel" ar West of England College of Art e Bristol, ma voe degemeret a-drugarez d'un teuliadig evned treset gant ar c'hreion du. Al livour ardremez Anthony Rossiter (1926-2000) a voe e benngelenner.
Pa guitaas ar Skol-veur e labouras R. Matthews evit Plastic Dog Agency, un ti-brudañ staliet e 1968 e Bristol ; e 1970 e tivizas an arzour labourat dizalc'h.
E deroù ar bloavezhioù 1970 e voe dibabet e skeudennoù gant ar gompagnunezh londrezat Big O Posters : milionoù a skritelloù a voe gwerzhet, neuze e c'hounezas brud er bed a-bezh.
Tremen 600 livadur en deus savet abaoe, diwar c'houlenn pe dre frañchiz. Dre e zoare da dresañ Elric of Melniboné, haroz Michael Moorcock (ganet e 1939) ez eo bet staget e anv ouzh ar stirad, bremañ c'hoazh e vez goulennet digantañ skeudennaouiñ an embannadurioù diwezhatañ, hag eñ tremen 70 vloaz.
E 1994 e tresas logo kentañ an embregerezh c'hoarioù video Traveller's Tales.
Tremen 140 golo evit albomoù sonerezh rock zo bet treset gant Rodney Matthews, ha tremen 90 livadur all zo bet gwerzhet e stumm skritelloù, miltammoù, kartennoù hetoù, deiziadurioù hag all.
Kalz levrioù zo bet skeudennaouet gantañ ivez.
A-viskoazh ec'h eo bet sot gant ar bevaat ; e dibenn ar bloavezhioù 1990 neuze, gant harp ar sevener filmoù Gerry Anderson (1929-2012), e welas e grouadurioù o kemer buhez e Lavender Castle, ur stirad skinwel evit ar vugale ; e 1999 ha 2000 e voe skignet ar 26 pennad[1].
E 2005 e kenlabouras gant bevaerien ar film The Magic Roundabout[2] ; pelloc'h e pourchasas meizadoù evit c'hoarioù video gant Sony Psygnosis ha Midway.
Adalek e grennoad e sonas R. Matthews an toumperezh, en e strolladoù da gentañ ha diwezhatoc'h evit strolladoù rock hollvrudet evel Cream, Derek and the Dominos (Eric Clapton), Deep Purple ha Skid Row (Gary Moore). Goude ur mare avat e tivizas heuliañ hent ar skeudennaouiñ.
Hag eñ erru war an oad ec'h eo deuet a-benn da gendeuziñ e ziv voemenn : un albom sonerezh rock e 2020, Trinity, awenet gant e skeudennoù, ma son gant ar gitarour Jeff Scheetz, ar soner klavier Oliver Wakeman (Yes), ar soner gitar-boud John Payne (Asia) hag ar sonaozour Pete Coleman[3] ; ur bladenn all gant ar memes strollad, I Saw Three Ships, zo deuet er-maez e dibenn 2021[4].