Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv-bihan | Roger ![]() |
Anv-familh | Loomis ![]() |
Deiziad ganedigezh | 31 Her 1887 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Yokohama ![]() |
Deiziad ar marv | 11 Her 1966 ![]() |
Lec'h ar marv | Waterford ![]() |
Tad | Henry Loomis ![]() |
Mamm | Jane Herring Loomis ![]() |
Breur pe c'hoar | Louise Ropes Loomis, Clara Denison Loomis ![]() |
Pried | Gertrude Schoepperle, Laura Hibbard Loomis, Dorothy Bethurum ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Micher | kelenner skol-veur ![]() |
Implijer | Columbia University, skol-veur an Illinois en Urbana–Champaign ![]() |
Bet war ar studi e | Skol-veur Harvard, Williams College, Hotchkiss School, New College ![]() |
Ezel eus | Medieval Academy of America ![]() |
Prizioù resevet | Rhodes Scholarship, Haskins Medal, Fellow of the Medieval Academy of America, doctor honoris causa from the University of Lille ![]() |
Roger Sherman Loomis, ganet d'an 31 a viz Here 1887 e Yokohama ha marvet d'an 11 Here 1966 e Waterford, e Connecticut, a oa ur skolveuriad stadunanat hag unan eus an arbennigourien bennañ war lennegezh ar Grennamzer ha Mojenn Arzhur. Diskouez a reas gwrizioù Mojenn Arzhur er gwengeloù keltiek, ma c'heller adkavout peurgetket istor ar Gral Santel[1].
Mab e oa d'ar reverant Henry Loomis ha da Jane Herrings Greene ha mab-kuñv da Roger Sherman, unan eus Tadoù diazezerien ar Stadoù Unanet.
Tapout a reas un aotreegezh (bachelor of Arts) e Williams College in 1909 hag ur master e Skol-veur Harvard e 1910. E 1913 e soutenas un dezenn doktorelezh war lennegezh ar Grennamzer e Skol-veur Oxford. Danvez an dezenn e oa Skeudennadurioù ar marvailhoù en Arzoù saoz er grennamzer[2]
Adalek derou e remzad e talc'has da studiañ levezon ar wengelouriezh keltek war Mojenn Arzhur hag istor ar Gral Santel peurgetket. E 1930 ez eas da gemer perzh e Kendael etrebroadel an Arzhurianed kentañ, gouestlet da imbourc'hiñ mojennoù Arzhur hag ar Gral Santel. Lakaat a reas e anv e Kevredigezh etrebroadel an Arzhurianed ha lakaet e voe da gadoriad ar skourr stadunanat etre 1948 ha 1963. Ezel e voe eus meur a gevredigezh skolveuridi en e vro.
E 1949 e lakaas R.S. Loomis war wel ne oa ket ar romantoù kourtes un adskrivadur eus marvailhoù an Henamzer ha pa vefe implijet danevelloù nevez Bro-Gembre e vijent deuet da Vro C'hall dre hanterouriezh an Normaned aet da aloubiñ Bro-Saoz. E diwezh an XIXvet kantved e oa bet un tabut skiantel etre Gaston Paris a soutene orinoù nann-keltiek ha Joseph Bédier a wele kontadennoù kembraek, evel re ar Mabinogion, treuzkaset d'ar c'hevandir gant ar Saozon.
Kinniget e voe gant Loomis klask e-barzh mojennoù Bro-Skos ha Bro-Gembre. En un tu e lakaas war wel plad burzhudus roue Stratklut, Rhydderch Hael, a c'helle pourveziñ boued diouzh ar goulenn hag en un tu all korn-boud Brôn pe vBran, haroz koulz er Mabonogion hag en ur gontadenn arzhurian. En danevell gembraek e weler Bron gant ur c'horn (korn e kembraek ivez) dezhañ ar varregezh da zegas traou hervez ar volontez, ar c'horn a builhentez anavezet e gwengelouriezh Hellaz. Treuzkomprenet ar ger korn ez eas da cors (kalon) ha da corps(korf) da c'houde. E-barzh oberenn Chrétien de Troyes e weler ur c'halir mat da enderc'hel korf ar C'hrist dindan stumm un ostiv hervez ar vojenn gristenaet.
E 1954 e kasas Roparz Hemon d'ar gelaouenn Al Liamm[3] un notenn levrlennadur hir diwar-benn eil embannadur Arthurian Tradition and Chrétien De Troyes hag e roas un diverradenn eus mennozioù pennañ Loomis :
1. An doueedoniezh keltiek a zo pennorin an hengoun arzhuriek.
2. An hengoun-se, o tont eus Iwerzhon, Kembre ha Kernev-Veur, a voe kaset gant danevellerien a vicher d'ar Vretoned, ha gant ar re-mañ d'ar C'hallaoued ha d'an Normaned-ha-Saozon.
3. An anviou-tud arzhuriek a zo peurliesañ deveret eus ar c'hembraeg, hag i alies distreset farsus o tremen dre yezhou estren ha dre bluenn skriverien dievezh pe nec'het.