Roperzh II, anvet ivez Roperzh an Deol, ganet en Orleañs war-dro 972 ha marvet e kastell Melun e 1031, a voe roue Bro-C'hall gant e dad, Huon Capet, adalek 987 da gentañ, hag e-unan war-lerc'h marv e dad da c'houde.
Mab e oa da Huon Capet hag Adelaid Akitania. Roue e voe e-unan eus 996 betek e varv e 1031. Unan eus ar pennoù kurunennet e oa er bloavezh mil enta.
Meur a dra a anavezer diwar e benn gant skridoù Helgaud, e vuhezskridour.
Da gentañ e skoazellas e dad er brezelioù, evit kemer Laon, en 988-991.
Desket mat e oa, studiet en doa e Reims pa oa Gerbert Aurillac o kelenn eno.
Troet-bras e oa Roperzh II gant ar relijion, evel-se en deus tapet e lesanv.
E 1022, dre e urzh, met marteze broudet gant e wreg Konstanza Arle, e voe kondaonet d'ar marv un dousennad kloareien abalamour m'o doa prezeget mennozhioù disivoudel.
Teir gwech e timezas.
Seizh bugel o devoe Roperzh ha Konstanza
e 1025,
En e raok: Huon Capet |
Rouaned Bro-C'hall 996 – 1031 |
War e lerc'h: Herri Iañ |