Un doueez eus relijion ar C'halianed eo Rosmerta. Dre zelwennoù hag enskrivadurioù e ouzer e veze azeulet evel doueez ar frouezhusted hag ar builhentez.[1].
Alies e vez diskouezet gant ur c'horn a builhentez[1], ur yalc'h, ur banerad frouezh hag ur patera, ur volenn izel evit al lidoù. Dre vezañs ar patera-se ez eo bet lakaet Rosmerta a-renk gant an doue romanMerc'her hag an doueez Proserpina.
Un anv galianek eo Rosmerta, a c'haller dielfennañ evel ro-smert-a.
Kement ha "kalz", "bras / meur", "trec'h" e talvez ar rakger ro-, evel e ro-bili ("mat-tre") ha ro-cabalus (marc'h meur)[2].
Kement ha "pourvezer", "prederer" e talvez an elfenn -smert-, a gaver ivez en anvioù-tud galian evel Adsmerio, Smerius, Smertae, Smertulitani ha Smertus[2].
"Ar bourvezerez veur" hag "ar bredererez veur" eo Rosmerta neuze, ar pezh a glot ouzh he binvioù.
Un addoueez d'ar Merc'her galian eo Rosmerta[1] ; testeniekaet eo bet azeulerezh Rosmerta en hec'h unan evelato.
En izelvos a zo bet kavet en Autun emañ Rosmerta war he c'hoazez, ur c'horn a builhentez en he dorn dehou ; war e sav en he zu kleiz emañ Merc'her, ur patera en e zorn dehou ivez.
En un izelvos all, bet kavet en Eisenberg[3] emañ Rosmerta war an tu kleiz ha Merc'her war an tu dehou ivez. Ur yalc'h zo gant Rosmerta en he dorn dehou, hag ur patera en he dorn kleiz. Dre an enskrivadur AE1905, niv. 00058 (gwelit amañ dindan) ez eur sur ez eo an doueez Rosmeta a zo war ziskouez.
En un trede izelvos, bet kavet en Escolives-Sainte-Camille, ez eus ur patera hag ur c'horn a builhentez ganti.[3]
En un izelvos arall, hini Reims, emañ Rosmerta e-kichen an doue galian Toutatis.
E Paris ez eus bet kavet ur c'houblad delwennoù, Merc'her ha Rosmerta, honnezh diwezhañ gant ur c'horn a builhentez hag ur banerad frouezh.
Un delwenn en arem bet kavet en Annecy a zerc'henn Rosmerta en hec'h unan, azezet war ur roc'hell, ur yalc'h en he dorn ; divaskell Merc'her a ra ur gurunenn d'he blev.