Rouantelezh Lombardia-Veneto (italianeg : Regno Lombardo-Veneto ; alamaneg : Lombardo-Venezianisches Königreich) zo ur rouantelezh a oa e diabarzh Impalaeriezh Aostria en XIXvet kantved. Krouet e voe gant ar c'hañseller aostrian Klemens von Metternich goude diskar an Impalaeriezh c'hall hag aprouet e Kendalc'h Vienna d'an 9 a viz Mezheven 1815.
E 1859 e voe diframmet Lombardia (war-bouez proviñs Mantova). Seizh vloaz goude, e 1866, e voe staget Veneto ouzh Rouantelezh Italia.
Goude an dro-vrezel da Rusia e 1812 e oa gwanaet arme Bro-C'hall. Ha setu Aostria, d'an 20 a viz Eost 1813, da zisklêriañ ar brezel da Vro-C'hall, a oa bet dilezet gant Kengevredad ar Roen, ha da gas un arme, dindan Heinrich Johann de Bellegarde da aloubiñ Italia. Trec'het e voe an Aostrianed avat gant ar besroue Eugène de Beauharnais en emgann ar Mincio d'an 8 viz c'hwevrer 1814.
Met a-hed an daou viz war-lerc'h ne reas nerzh arme Beauharnais nemet fallaat abalamour da veur a dra:
Ken fall e oa an traoù gant ar besroue ma rankas sinañ d'an 23 a viz Ebrel e kodiane ar rouantelezh e Mantova. Leuskel a reas e armead a 45 000 soudard armet, hag a oa bet trec'h en emgann ar Mincio, dindan urzhioù Heinrich Johann de Bellegarde, hag eñ kuit d'ar 27 da gêr München. D'ar 26 a viz Ebrel e tegouezhas ar c'homiser aostrian Annibal Sommariva e Lombardia en anv ar feld-marichal Bellegarde, ha d'an 28 a viz Ebrel setu 17 000 soudard aostrian o kemer Milano.
D'ar 25 a viz Mae, setu Bellegarde da embann diskar rouantelezh Italia hag e garg a gomiser evit proviñsoù aostrian Italia en anv an impalaer Franz Iañ. D'an 12 a viz Mezheven e kemeras ar garg a c'houarnour goude staget Lombardia ouzh impalaeriezh Aostria en deiz-se end-eeun.
Hervez raktresoù ar broioù trec'h war Napoleon e tlee Europa dont da vezañ adarre evel ma oa a-raok 1789. Met kement a reuz a oa bet lakaet gant an aloubadeg c'hall ma voe divizet aozañ Kendalc'h Vienna da adkempenn Europa.
Impalaeriezh Aostria a felle dezhi adkemer an douaroù he devoa kollet en Italia, da lavarout eo Trente, Trieste ha Gorizia, hag ivez dugelezh Milano (Milano, Como, Pavia, Lodi, Cremona) ha dugelezh Mantova, ha Republik Venezia, a oa bet kemeret gant Bro-C'hall war-lerc'h feur-emglev Campo-Formio (1797).
Hogen ne voe asantet d'ar stagidigezhioù-se gant ar broioù trec'h e Kendalc'h Vienna nemet war an diviz ma vije dilezet gwirioù an Habsbourged war an Izelvroioù katolik , da lavarout eo Belgia ha Luxembourg a hiriv).
An Impalaer Ferdinand Iañ da geñver e gurunadur |
An arc'hdug Rainer en e zilhad bezroue Lombardia-Veneto |