Roxana, gwreg Alesant Veur

Eured Alesant ha Roxana, livet gant Il Sodoma, murlivadur er Villa_Farnesina, e Roma, war-dro 1517.
Alesant Veur ha Roxana, livet gant Pietro Antonio Rotari (1756).

Roxana (Ῥωξάνη / Rôxánê e gregach, eus an henberseg Roshanak pe Roshaniâ « an hini skedus » pe « steredennig»), ganet war-dro 345 – marvet e 310 kent JK, a oa pried kentañ Alesant Veur.

Merc'h e oa Roxana d'ar satrap Oxyartes, eus Balkh, a zo ur gêr eus hanternoz Afganistan hiriv, neuze e Baktria, ur vro en Impalaeriezh Pers.
En 327 e oa 16 vloaz pa voe tapet gant soudarded Alesant a oa oc'h aloubiñ Sogdiana, ma oa repuet pried Oxyartes hag e verc'hed. Lavarout a raeas tud Makedonia, ouzh he gwelout, n'o devoa ket gwelet plac'h ken brav evelti en Azia, abaoe Stateira, gwreg ar roue Darios III, marvet ur pemp bloaz kent (war-dro 332). Ken kaer e e voe kavet gant Alesant ma fellas dezhañ dimeziñ dezhi, hag a reas hervez al liderezh pers.
Pa voe klevet ar c'heloù gant an tad Oxiartes ez eas da godianañ. Sogdiana a oa ar satrapiezh diwezhañ e Pers o kouezhañ etre daouarn roue Makedonia. Un doare da ober ar peoc'h etre roue Makedonia ha satraped Baktria e voe an eured eta. Daoust da se, hervez ar skridoù kozh, e vage Alesant karantez ouzh e bried yaouank.

E 326 ez eas Roxana gantañ da aloubiñ Indez .

Moarvat ne blijas ket dezhi euredoù Susa e 324, pa gemeras Alesant div wreg all en un taol.

Goude marv Alesant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Alesant e Babilona, e 323, pevar bloaz goude e eured. Dougerez e oa Roxana avat ha genel a eure ur mab dalif, Alesant IV Makedonia, pe Alesant Aigos.
Tapet e voe Roxana hag he mab e-barzh an itrikoù ha gwidreoù a steue an diadoked p'edo Impalaeriezh Makedonia Alesant o kouezhañ en he foull goude marv ar roue.

Er memes bloaz, e voe pedet Stateira, merc'h d'ar roue Darius III hag eil pried Alesant, hag he c'hoar ganti, gant Roxana da zont d'he zi. Eno e voent lazhet gant Roxana, skoazellet gant ar jeneral Perdikas, evit lakaat he mab da vezañ anavezet evel hêr d'ar roue hag anvet Alesant IV Makedonia.

Lazhañ a reas ivez pe Drypteis (Pl. Alex. 77.4), c'hoar Stateira, pe Parysatis II, trede pried Alesant.

Emglev a reas neuze gant ar rouanez-mamm Olympias a-enep Fulup III Makedonia (pe Fulup III Arrhidée) hag Euridike. Goude e klaskas gwarez Polyperchon, a oa deuet da gemer lec'h Antipater e penn Rouantelezh Makedonia.

Gant he mab ez eas da repuiñ da gêr Pydna pan erruas Kassandros Makedonia, mab Antipater, e penn un arme. Goude ma voe kemeret kêr ha lazhet Olympias en 317, e voe kraouiet Roxana en Amphipolis.

Gant Kassandros e voe lakaet d'ar marv war un dro gant he mab en 310.

Taolenn Il Sodoma en he fezh.

Romantoù istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roxana a zo lakaet ivez da dudenn e meur a romant istorel saoznek:

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Roxana hervez an Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology gant Charles Smith e 1867.