SIG Sauer AG zo un embregerezh armoù-tan hiniennel suis diazezet e Neuhausen, e kanton Schaffhausen. Swiss Arms AG a oa e anv a-raok 2020. Ganet eo diwar an embregerezh SIG (Schweizerische Industrie Gesellschaft), savet e 1853, a zo bremañ distag hag a brodu dafar da bakañ boued, ha diwar an embregerezh armoù alaman Sauer, diazezet e Isny im Allgäu (Baden-Württemberg).
Stag eo istor ar strollad ouzh goulennoù an arme suis, a voe pourveziet gant meur a arm produet gant SIG en hec'h istor adalek kreiz an XIXvet kantved : en o zouez emañ ar fuzuilh Prélaz-Burdand (1860), ar fuzuilh tennata Vetterli (adalek 1869, 140.000 skouerenn), ar bistolenn damaotomatek un-ober P210 (1949, 180.000 skouerenn), ar fuzuilh-arsailh SIG 510 (1953-1957, 700.000 skouerenn), ar bistolenn P220 e 9 mm Parabellum (1975, 140.000 skouerenn), ar fuzuilh-arsailh SIG 550 (1986-1999, 600.000 skouerenn).[1]
260.000 skouerenn eus ar bistolenn damaotomatek SIG SP2022 a voe prenet adalek 2003 gant Bro-C'hall evit pourveziañ he nerzhioù polis, archeriezh ha maltouterezh.[2]