SVT-40 | |
---|---|
Un SVT-40 en Armémuseum (Stockholm) | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Doare | Fuzuilh damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 7,62 × 54 mm R |
Mare produiñ | 1938 - 1945 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,89 kg |
Hirder | 1.222 mm |
Hirder ar c'hanol | 625 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 500 m (betek 1.000 m gant ul lunedenn) |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 830 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 10 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An SVT-40 (Samozaryadnaya Vintovka Tokareva, Obrazets 1940 goda, "Fuzuilh Tokarev adkarget hec'h-unan, doare 1940", rusianeg: Самозарядная винтовка Токарева, образец 1940 года), lesanvet Sveta, a zo ur fuzuilh damaotomatek soviedel ijinet e deroù ar bloavezhioù 1930 ha produet etre 1938 ha 1945.
Er bloavezhioù 1930 e oa penn an URSS Jozef Stalin dedennet-bras gant an armoù damemgefreek, hag an Arme Ruz he devoa roet lañs da genstrivadegoù evit fuzuilhoù a seurt-se e 1935. Fedor Tokarev en devoa krouet d'ar mare-se tresoù diazez ar fuzuilh SVT. Ar fuzuilh a voe trec'h a oa hini Sergei Gavrilovich Simonov, ha degemeret e voe er servij dindan an anv AVS-36. Dilezet e voe e 1941 abalamour da gudennoù mont en-dro war an dachenn.[1]
Kemeret e voe e blas gant an SVT-40, a oa ur stumm gwellaet eus an SVT-38 kinniget gant Tokarev un nebeud bloavezhioù a-raok. Implijet e voe e-pad an Eil Brezel-bed gant is-ofiserien ha tennerien-resisted an Arme Ruz dreist-holl.[1] Goude ar brezel e voe implijet armoù nevez gant an nerzhioù soviedel e-lec'h an SVT-40, evel an SKS pe an AK-47. E-tro 1.600.000 fuzuilh SVT-40 a zo bet produet en holl.