Saadet IV Giray[1], a oa mab da Selim Iañ Giray ha khan Krimea en XVIIIvet kantved.
Kalgay e voe d'e vreur, Devlet II Giray, e-pad e zaou ren.
Kemer a reas perzh en emgann Beograd e 1717 evit skoazellañ an Otomaned a-enep Aostria.
E miz Gwengolo 1724 e voe skarzhet diouzh tron ar c'hanat gant ar virzaed (tud eus an noblañs tatar) ha kaset en harlu da Yambol (e Bulgaria hiriv), nepell diouzh Edirne.
En e raok: Devlet III Giray |
Khan Krimea 1717 – 1724 |
War e lerc'h: Mengli II Giray |