Sadomazoc'hegezh

Sadomazoc'hadez staget en ur gwiskamant lêr ha hualet he zreid.
Gwiskañ ur c'holier d'ur plac'h evel d'ur c'hi.
Sadomazoc'hadez staget he divrec'h en ur gouhin lêr.
Skourjezañ ha brudañ. Skourjezadegoù war ar straed er Folsom Street Fair e San Francisco.

Ar sadomazoc'hegezh zo un doare-ober reizhel a glask implij ar boan hag ar sujañ, pe yevañ, da dizhout ar blijadur reizhel.

Goude ma'z eus kaoz e levrioù kozh evel ar C'hamasoutra eus dantañ ha krabiñsat evit tizhout ar goursav ne vez sellet ouzh implij ar boan evel un ober reizh na naturel, met evel ur wallsiegezh, pe ur c'hleñved, gant ar bsikiatriezh evel gant ar relijionoù yuzev ha kristen .

Sadegezh ha mazoc'hegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poltred markiz Sade gant Charles van Loo, (war-dro 1760).

Sadegezh a vez laret hiziv eus ober poan, ha mazoc'hegezh eus gouzañv ar boan. Diwar-se eo savet ar c'henger sadomazoc'hegezh.

Dont a ra ar ger sadegezh eus anv markiz Sade, skrivet gantañ kontadennoù ha romantoù a gont darempredoù diazezet war ar boan, ar jahinañ hag ar sujañ . Dont a ra ar ger mazoc'hegezh eus hini Sacher-Masoch, skrivagner aostrian, a gont ur garantez a dro da sujerezh en e romantig Venus im Pelz (Gwener foulinennet).

Koulskoude eo ret disfiziout ouzh ar gerioù. Er romant Gwener foulinennet n'eo nemet romantel plijadur ar gwaz sklavet gant ur vaouez hag he serc'h. Arabat e vije meskañ ar skrid lennegel ha gweledigezh ar sadomasoc'hegezh hiziv.

Hañval eo gant « sadegezh » skridoù Sade, a zo pell diouzh ar pezh a anver sadegezh bremañ. Dre vras e vez lavaret e fell d'an oberour diskleriañ an enebiezh filozofikel etre an daou seurt tud-mañ: ar re a gav gante eo mat an den dre natur, hag ar re a gav gante eo fall dre natur hag e rank mestroniañ e blegoù fall.

E-touez an oberoù a sadomazoc'hegezh e lakaer

  • stagañ tud, gant kerdin pe lêr, pe houarn, ouzh mogerioù pe gweleoù pe kroazioù
  • skourjezañ pe skeiñ gant a bep seurt traoù
  • jahinañ e pep doare, adalek gwaskañ izili pe reizh an dud, betek toullañ ha troc'hañ korfoù evit ar blijadur.

A-wechoù e c'hall bezañ ur c'hoari, treiñ a c'hell d'ar ouezoni, ha ne vez ket aes gouzout pelec'h e krog an eil pe egile. Koulskoude, pa vez an arc'hant pe an nerzh da ziazez an darempredoù reizhel n'int ket graet evit plijadur reizhel an holl.

Kalz e vez implijet al lêr en obererezh sadomazoc'hek: da wiskañ ha da stagañ.

Tostaat a reer oberoù relijiel zo ouzh ar vazoc'hegezh a-wechoù.

  • Gant an Azteked e veze kignet an teod da ginnig ar gwad dastumet da'n doueed
  • Gant chiited zo e vez skourjezadegoù e-pad o festoù relijiel.
  • Gant ar Gatoliked gwechall, hag ivez bremañ gant izili eus an Opus Dei, emañ ar c'hiz da wiskañ ar porpant reun.
  • E broioù zo (Filipinez) e weler katoliked o c'houlenn bezañ staget war ur groaz evit heuliañ skouer Jezuz.

Sadomazoc'hegezh el lezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket berzet an darempredoù sadomazoc'hek gant al lezenn e broioù Europa pa c'hoarvez etre tud deuet emskiantek. Koulskoude ez eus bet ur varn gant Lez europat gwirioù mab-den a-enep an ober-se pa veze goulennet gant ar sklav paouez.

Sadomazoc'hegezh en arz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Auguet, Roland. Crueldad y civilización: los juegos romanos, ed. Orbis, Barcelona, 1986.
  • BDSM: Teoría y práctica, 1996.
  • Biurrun Monreal, Jesús M. Relaciones de tortura: para psicopatología de la crueldad civilizada, ed. Iralka, San Sebastián, 1994.
  • Breslow et al. On the Prevalence and Roles of Females in the Sadomasochistic Subculture: Report of an Empirical Study. Archives of Sexual Behaviour 14/1985, P. 303-17.
  • Cáceres, José. Parafilias y violación, Ed. Síntesis, Madrid, 2001.
  • Califia, Pat. Coming to Power: Writings and Graphics on Lesbian S/M. Alyson Publications, Boston, 1987.
  • Califia, Pat. Public Sex: The Culture of Radical Sex, Cleis Press, 2000.
  • Califia, Pat. Sensuous Magic. Masquerade Books, Nueva York, 1993.
  • Chancer, L. Definiendo una dinámica básica: paradojas en el corazón del sadomasoquismo en Antropología de la sexualidad y diversidad cultural. Madrid, Talasa, 2003.
  • Durex Global Sex Survey, 2005.
  • Etxebarria, Lucía y Núñez, Sonia. En brazos de la mujer fetiche, 2001, Ed. Booket.
  • Gilabert García, Álvaro y Font i Garcia, Mònica. Diccionari multilingüe de BDSM, Ed. Bellaterra, Barcelona, 2004.
  • Grahamm Scott, G. Los atractivos de la dominación femenina. Colección Master en Sexualidad Humana, Madrid, Fundación Universidad y Empresa, 1991.
  • Hickey, Eric. Serial Murderers and Their Victims (fourth), Thomson Wadsworth, Belmont CA USA, 2006.
  • Miller, Philip; Devon, Molly; Granzig, William A. Screw the Roses, Send Me the Thorns: The Romance and Sexual Sorcery of Sadomasochism, Mystic Rose Books, 1995.
  • Phillips, Anita. A Defence of Masochism, Faber & Faber, 1999.
  • Streff, Jean. Artesans de la fantasia: enquesta sobre el sado-masoquisme, Llibres de l'Index, Barcelona, 1990.
  • Subirats, Eduardo. Violencia y civilización, ed. Losada, Madrid, 2006.
  • Vigil, Luis. Historia del sadomasoquismo, Ed. Juan José Fernández Ribera, Barcelona, 1978.
  • Weinberg, Thomas S. S&M – Studies in Dominance and Submission, Prometheus Books, Nueva York, 1995.
  • Wiseman, Jay. BDSM. Introducción a las técnicas y su significado, Ed. Bellaterra, 2004.
  • Richard Morgiève -"Sex vox dominam", 1995 (Calmann-Lévy)
  • Eric Brunet -"Enquête chez les S.M. : Six mois chez les sadomasos", 1996 (Albin Michel)
  • Rubin Gabrielle -"Sadomasochisme ordinaire", 2000 (L'Harmattan)
  • Emmanuel Juste Duits -"L'Autre désir : Du sadomasochisme à l'amour courtois", 2000 (La Musardine)
  • Joël Hespey -"S.M.", 2000 (Édition Blanche)
  • Laura Reese -"Jeux interdits à l'université", 2001 (Ramsay)
  • Hans-Jürgen Döpp -"Le Sadomasochisme", 2002 (Parkstone)
  • Isabelle Jacob -"Les chaînes de la liberté ", 2002 (circlesquare/Bruno Leprince)
  • Salomé -"Soumise", 2003 (Pocket)
  • Audrey Kaplan -"Cécile", 2003 (circlesquare/Bruno Leprince)
  • (fr) Robert Blanchard -"Sadomasochisme, perversion et morale", 2004 (Presses du Midi)
  • Hervé-René Martin -"La défloration", 2004 (Climats)
  • Jane Delynn -"La Laisse", 2004 (Édition Blanche)
  • Ida Denans -"Maîtresse Ida", 2004 (circlesquare/Bruno Leprince)
  • Chloë Des Lysses -"Sade revu et corrigé pour les filles", 2006 (Scali)
  • Jean Streff -"Les extravagances du désir", 2002 (La Musardine)
  • Mona Sammoun -"Tendance SM : Essai sur la représentation sadomasochiste", 2004 (La Musardine)
  • Caroline Lamarche -"Carnets d'une soumise de province", 2005 (Editions Gallimard)
  • Margaret Cartier -"Tendres douleurs", 2007 (Edition Blanche)

Luc'hskeudennerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
C'hoari gant kerdin