Salome (Σαλώμη / Salōmē, e gregach), a-wechoù Salome II, ganet war-dro -14 ha marvet etre 62 ha 71), a oa ur briñsez yuzev eus ar Iañ kantved.
Merc'h e oa da Herodez Filipos Iañ ha da Herodiadez. Div wech e timezas.
Da gentañ d'hec'h eontr, Herodez Filipos II, a oa hantervreur d'he zad. Da eil da Aristobule de Chalcis, roue Armenia Minor.
Merc'h-kaer e oa da Herodez Antipas[1]. Dañset brav he devoa dirak lez ar roue, he leztad Herodez Antipas, ken en doa prometet ar roue reiñ dezhi pezh a gare. Evit ober plijadur d'he mamm e c'houlennas ma voe degaset penn Yann ar Badezour war ur plad. Oscar Wilde an hini a ra "dans ar seizh gouel" eus an dañs-se.
Anavezet eo dre an Testamant Nevez, dre pennadoù eus Aviel Mark (6:17-29) hag Aviel Mazhev ( 14:3-11), met n'eo ket roet hec'h anv : n'eus meneg nemet eus « ur verc'h da Herodiadez» . Yann ar Badezour a lavar droug diwar-benn adddimeziñ he mamm Herodiadez da Herodez Antipas.
Dont a raio ar bugel dinamm da vezañ un dare temterez awawenet an arzourien ganti, adal an XIXvet kantved dreist-holl[2].
Anavezet eo Salome avat dre oberenn Flavius Josephus, Antiquitates Judaicae, ma kaver hec'h anv ha munudoù a-zivout he familh el levrenn XVIII[3]. He mamm he devoa kuitaet he fried Herodez II, mab da Herodez, evit dimeziñ d'e vreur, Herodez Antipas, a oa tetrark Galilea. Flavius Josephus a skriv e oa kement-se a-enep al lezennoù broadel, rak, emezañ, « dispartiet e oa Herodiadez eus he fried hag a oa bev bepred.»
Er XVvet kantved e voe awenet meur a livour gant Salome :