Samhain

Samhain distaget [ˈsawənʲ] a dalvez Miz Du en iwerzhoneg hag e gouezeleg Skos.

Ar ger-se, pe unan tost-kar, a oa implijet evit kentañ miz ar bloaz e deiziadur kozh ar Gelted. Implijet e veze ivez evit tri deiz kentañ ar miz pa veze lidet ur gouel evit derou ar goañv.
Kavet e vez roudoù eus ar gouel-mañ e Gouel an Hollsent hag e Halloween. Implijet e vez ivez ar ger gant ar nevez-paganed en o rod ar bloaz.