Saozneg Aostralia (Australian English) eo an doare saozneg a vez komzet en Aostralia. N'eus statud ofisiel ebet e bonreizh ar vro, met ar yezh ofisiel eo de facto.
Krog e oa saozneg Aostralia da zisheñvelekaat diouzh hini Breizh-Veur abaoe savidigezh trevadenn New South Wales e 1788 hag anzavet eo e zisheñvelidigezh abaoe 1820. C'hoarvezout a ra eus kej-mej annezerien deuet eus pevar c'horn ar Rouantelezh-Unanet, dezho rannyezhoù disheñvel ma teuas da gaout perzhioù dibar, en e c'heriaoueg, er pouezmouezhiañ, er yezhadur hag er skrivañ.
Ur c'hard eus ar brizonidi kaset da Aostralia a oa Iwerzhoniz, dastumet gant ar polis saoz, pe en Iwerzhon pe zoken e Breizh-Veur. An darn vrasañ anezho ne ouient ket saozneg pe ne ouient ket kalz. Prizonidi all a oa ha ne ouient ket saozneg ivez, degaset eus Bro-Skos pe Kembre.
Australian English may be thought of as a kind of fossilised Cockney of the Dickensian era.)[2].