Ur skalier zo ur seurt savadur bihan, pe savadenn vihan, en un ti pe ouzh un ti peurliesañ. Skalieroù a vez ivez er c'hêrioù a-wechoù pe war ar maez a-wechoùigoù, hag a zo graet evit pignat d'ul lec'h uheloc'h, pe diskenn izeloc'h. Alies e vez lavaret un diri ivez (dirioù neuze el liester), pe ur viñs zoken.
Evit rannañ an dremenadenn etre frapadigoù e vez lakaet un heuliad pazennoù, pep hini lakaet uheloc'h eget eben betek al live uhelañ hag evel-se ne vez nemet ur c'hammedig d'ober evit pignat pe diskenn bep tro. Pep pazenn a vez lakaet war div zousennad santimetroù uheloc'h peurvuiañ.
E prenn pe e maen pe e metal pe e simant pe e gwer e c'hell bezañ graet an dirioù. Koulskoude e c'heller krediñ eo bet ijinet an dirioù dre doullañ pazennoù war douar an diribinoù evel ma vez graet e lec'hioù meneziek zo. Kavet e vez dirioù toullet er c'herreg ivez. Stumm kozh an dirioù fardet a zo bet ar skeul ivez, homañ e prenn peurvuiañ.
Meur a stumm a zo d'an dirioù : eeun, rodellet, troidellet (anvet biñs neuze), darn o devez kornioù.
E Pardon Kolloreg e kaner: