Sokotreg

Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù suarabek eo ar sokotreg (soqotri, saqatri pe suqutri) komzet gant war-dro da 70.000 den war inzi Soqotra, Abd al-Kuri ha Samha e Yemen (1990).

Difennet eo d'ar maouezed kuitaat an inizi hag abalamour da se ne vez kavet kumuniezh ebet ma rafe gant ar yezh-mañ en tu all d'an inizi genidik.

Pemp rannyezh ez eus:

  • Sokotreg Abd al-Kuri
  • Sokotreg ar su
  • Sokotreg an norzh
  • Sokotreg ar c'hreiz
  • Sokotreg ar c'hornôg