Sophie Guterman von Gutershofen, pe Sophie La Roche pe Sophie von La Roche (1730-1807) a oa ur skrivagnerez alaman.
Mamm-gozh e oa da Glemens ha Bettina Brentano, ha serc'h da Christoph Martin Wieland.
He brudetañ oberenn eo Geschichte des Fräuleins von Sternheim, Istor Dimezell Sternheim.
Sophie von La Roche[1] a oa ganet en Kaufbeuren, en Alamagn. Kentañ bugel Georg Friedrich Gutermann, medisin, hage wreg, Regina Barbara. Gutermann a oa genidik eus Biberach. Sophie a dremenas he bugaleaj en Augsburg dreist-holl, savet e voe e-barzh ur gristeniezh deol. Alies ez ae da v-Biberach hag enoe reas anaoudegezh gant Christoph Martin Wieland, ha kaoz a zimeziñ a voe.
En 1753 avat, e timezas da Georg von La Roche— sebezet e voe Wieland, pa glevas ar c'heloù e Suis, ma edo neuze.
Georg von La Roche a oa ur mab bastard d'ar c'hont Friedrich von Stadion-Warthausen ha d'un dañserez, Catharina La Roche. Stadion-Warthausen a reas war-dro sevel ha skoliata ar paotr a oa da vezañ sekretour.
Eizh bugel o doe Georg ha Sophie, pemp a vevas pelloc'h eget o bugaleaj :Maximiliane (1756–1793), Fritz (* 1757), Luise (*1759), Carl (1766–1839) and Franz Wilhelm (1768–1791).
Etre 1761 ha 1768 edo Sophie La Roche e Warthausen, kastell he zad-kaer, e-kichen Biberach, evel dimezell a enor, hag eno e wele Wieland bep an amzer. Ul levraoueg vras a oa er c'hastell, enni 1 440 levrenn, ha 550 oberenn, a zo bremañ e Bohemia e kastell Kozel, e-tal Pilsen. Sevel a rae lizheroù e galleg al lez, ha mont aliezik da-heul ar c'hont d'an domani en devoa war ar maez, e Bönnigheim. Ar c'hont a anvas e vab, pried Sophie, da verour e zomani e Bönningheim. Sophie a heulias he fried betek eno e 1770, hag eno eo, war ali ur mignon beleg, ec'h echuas ar romant he devoa boulc'het e Warthausen, Geschichte des Fräuleins von Sternheim. [Istory an Dimezell von Sternheim]. Embannet e voe ar romant gant Wieland en 1771.
Eno e chomas Georg von La Roche da ober war-dro damani kont Stadion-Warthausen betek 1771. Neuze e voe anvet da guzulier Arc'heskob Trier. Neuze ec'h eas an tiegezh da Ehrenbreitstein. Saloñs a zalc'he Sophie er gêr e Koblenz, ha Goethe a ra meneg anezhañ en Dichtung und Wahrheit. E-rouez ar bleustrerien e oa Basedow, Wilhelm Heinse, ar vreudeur Jacobi ha Lavater. Mignonez e oa Sophie da Johann Heinrich Jung hag en he zi eo e reas anaoudegezh gant e zanvez-pried, Maria Salome von Saint George.
En 1753 e timezas da Georg Michael Frank von La Roche. Bevañ a rae gantañ e leti Stadion, ti he zad-kaer Anton Heinrich Friedrich von Stadion, ministr eus Priñselezh Mainz.