Stand-in

Ur stand-in evit ur film pe evit ar skinwel a vez graet eus un den a gemer plas un aktour a-raok ar filmañ, evit ar pezh a sell ouzh ur sell teknikel. Implijet e vez an dud stand-in evit gwelet penaos e rankfe bezañ lakaet ar c'hamera, penaos e vez gant ar gouloù.

Sikour a ra kalz evit pazennoù kentañ ur film sinema pe skinwel, pe evit an abadennoù skinwel. Aesoc'h eo evit an aktourien kaout ar stand-in oc'h ober ul lodenn eus o labour a-raok ar filmañ gwir. Gounezet e vez amzer ouzhpenn-se gant ar produiñ ha neuze arc'hant.

Lod eus an aktourien brudet a fell dezho kaout atav ar memes stand-in. Da skouer Pluma Noisom (stand-in evit Claudette Colbert), Harry Cornbleth (Fred Astaire) pe Adam Bryant (evit Robin Williams). Pa oa Bette Davis o soñjal kuitaat Warner Bros., er gevrat nevez e oa bet lakaet anat ganti e felle dezhi kaout Sally Sage evel stand-in evit kenderc'hel da labourat gant ar studio.