Er yezhoniezh e vez implijet an termen stankenn darzh pe taol tarzh (saoz: glottal stop) evit komz eus ur stankenn darzh divouezh treuzskrivet /ʔ/ gant Lizherenneg Fonetikel Etreboadel hervez ha /?/ hervez reolennoù treuzskrivañ X-SAMPA
Talvezout a ra an taol tarzh da fonem evel n'eus forzh peseurt sonenn all e meur a yezh hag implijet e vez gant meur a hini all evel alofonenn, da lâret eo ne dalvez ket da sonenn leun implijet evit diforc'hañ gerioù, da skouer:
Estreget degouezhioù yezhadurel resis, en alamaneg e vez lakaet un taol tarzh e dibenn pep morfem gantañ ur vogalenn en he fenn, da skouer:
Ne gaver hiatus ebet neuze mag en alamaneg, nag en izelvroeg damheñvel e mont-en-dro er c'heñver-mañ ivez.
Hervez dielfennadur fonologel yezhonourion/ezed 'zo e rank pep silabenn kregiñ gant ur gensonenn atav e sinaeg mandarinek hag e vietnameg ha pa n'eus kensonenn ebet all e krog ur silabenn dre ret gant un taol troc'h-avel. N'eo ket ur fonem er yezhoù-mañ nueze dre ma ne degouezh nemet el lec'h-se pa vank ur gensonenn all, da skouer:
E meur a rannyezh saoznek e talvez an taol tarzh da alofonenn evit fonemoù all er pausa (pe e dibenn ur ger) ha/pe dirak ur gensonenn all pe c'hoazh etre vogalennoù, dreist-holl /t/ met ivez a-wezhioù /k/, da skouer habit ("boaz") ha cat ("kazh"), bottle ("bouteilh") ha fatter ("druzoc'h"; "tevoc'h") a c'hell bezañ distaget:
Setu un nebeud skouerioù eus ar yezhoù a ra gant an taol tarzh evel ur fonem:
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |