Titl | Star Wars: Rebellion |
---|---|
Diazezet war | Star Wars |
Tachenn | real-time strategy |
Ti-embann | Lucasfilm Games |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad embann | 8 Ebr 1998 |
Amleder | Steam, GOG.com, Humble Store |
Hollved faltaziek | Star Wars Legends |
Savenn | Microsoft Windows |
C'hoariusted | c'hoari video liesc'hoarier, C'hoari video unc'hoarier |
Input device | logodenn |
Diaz embann | CD-ROM, embannadur niverel, pellgargañ niverel |
Software version identifier | 1.01 |
Media franchise | Star Wars |
Endro e-lec'h e tispak | planedenn ijinet, fictional moon |
Star Wars: Rebellion (pe Star Wars Supremacy er Rouantelezh-Unanet pe en Iwerzhon)[1] zo ur c'hoari video strategiezh doare 4X embannet d'an 28 a viz C'hwevrer 1998 gant LucasArts[2]. Ur c'hoari strategiezh tro-ha-tro eo met dre niver uhel an tiriadoù a c'heller trevadenniñ ez eo muioc'h ur c'hoari doare 4X evel Master of Orion. Lodennoù eus ar c'hoari a zo reoù c'hoari-taol, evit ul lod all eo doare RPG.
Ar c'hoarier a ra war-dro an uzinoù, ar sevel soudarded ha listri-egor brezel. Ret eo ivez d'ar c'hoarier ober war-dro ar rastellañ danvezioù diazez, kas ar flodadoù brezel pe dezougen ha kefridioù an unvezioù soudard, spiañ pe re an tudennoù. 60 tudenn a zo en holl: 6 bennañ, 54 izeloc'h, 30 d'ar muiañ e-pad pep c'hoariadenn. Tro daou c'hant planedenn a c'heller trevadenniñ ha mestroniañ a-benn bezañ trec'h war an enebour.
Eus un tu e c'heller c'hoari an Impaleriezh Galaktek, eus un tu all e c'heller c'hoari an Emglev rebell.
Dres goude Emgann Yavin, an Impalaeriezh Galaktek a chom mestr war ar galaksienn en desped d'ar c'holloù meur e-pad an emgann. Eus an tu all an Emglev Rebell laouen gant an taol brav bet sevenet a rank klask kreskiñ e nerzh evit dreistbevañ ouzh tagadennoù an Impalaeriezh Galaktek. Ar brezel diabarzh a blant tan dre ar galaksienn en he fezh.