Honduras |
![]() Un darn eus an heuliad a-zivout: Politikerezh ha gouarnamant Honduras |
Strollad Komunour Honduras (e spagnoleg: Partido Comunista de Honduras) a oa anv ur strollad oberiant en Honduras, bet krouet e 1954 diwar Strollad Demokratel Dispac'hel Honduras.
Daoust ha ma oa bet lakaet da strollad e diavaez d'al lezenn gant ar gouarnamant e teuas a-benn da dizhout ul levezon bras e diabarzh ar sindikadoù, dreist-holl hini ar re a laboure war dachenn ar bananez.
Hervez gouaranamant Stadoù-Unanet en doa ar Strollad war-dro da 2,400 ezel er bloavezhioù 1960.
Divodet e oa bet ar strollad e 1990 eveit galloud e gendeuzañ e diabarzh Strollad evit Adnevezadur ar Vammvro (Partido Renovación Patriótica)