Susanne Albrecht (1añ a viz Meurzh 1951 e Hamburg) a zo un alamanez bet ezel eus eil rummad Rote Armee Fraktion.
Merc'h ur breutaer pinvidik eo Susanne Albrecht, ha kas a reas he yaouanliz en ur c'harter pinvidik eus Hamburg.[1] N'en em blije ket er skol bublik, sed ma voe kaset d'ur skol brevez e Holzminden. E 1971 ez eas da skol-veur Hamburg da studiañ ar sokiologouriezh, hag er memes koulz e voe dedennet gant ar marksouriezh. Kemer perzh a reas e meur a strollad politikel, hag ivez en ur strollad skwaterien, a-raok dilojañ d'ur ranndi asambles gant Karl-Heinz Dellwo. Er memes koulz e krogas da zaremprediñ izili zo eus RAF evel Ilse Stachowiak, hag a implije paperioù indetelezh Albrecht a-wechoù.[1]
E 1974 e kemeras perzh e Kuzul a-enep jahinañ prizonidi bolitikel Alamagn ar C'hornôg. Ur strollad a save a-enep an doare ma veze bac'het izili RAF e oa. Asambles ganti e oa tud all evel Dellwo.[1]
E Hamburg e feurmas ur ranndi asambles gant c'hwec'h den all. Er ranndi-se ne oa na strinkadenn na kibell ebet. Lavaret he dije diwar-benn he buhez kent : "Aet e oan skuizh gant ar c'haviar hag an eog mogedet."[1] Asambles gant Sigrid Sternebeck ha Silke Maier-Witt (lesanvet Moerebed Hamburg[2]) e teuas da vezañ un den a-bouez e metoù an tu-kleiz, hag e krogas da skoulmañ darempredoù gant izili RAF.
"ne ouezemp ket e c'halle an dud-se bezañ sabatuet pa vez feulster en o zi dezho, padal e kaonts brezelioù en Trede Bed hag e tistrujont poblañsoù en o fezh."[3]
En Alamagn ar Reter e labouras Susanne Albrecht evel troourez war ar saozneg gant an anv Ingrid Jäger,[2] hag e timezas gant ur skiantour, ur mab a voe ganet. Nag an tad nag ar bugel a ouie pezh he doa graet en amzer tremenet. E Köthen edo o chom. E 1986 e voe anavezet, goude skignañ keleier skinwel diwar-benn RAF en Alamagn ar C'hornôg. Da Verlin e tilojas. Pa voe adunvanet Alamagn e voe kavet ha harzet dirak he ranndi d'ar 7 a viz Even 1990. Seizh den all a voe harzet dindan dek devezh[7]. Kondaonet e voe da zaouzek vloaz toull-bac'h gant lez-varn uhel Stuttgart, ha dieubet e voe e 1996.
Er bloavezhioù tremenet eo bet Susanne Albrecht o labourat en ur skol kentañ derez e Bremen gant un anv faos, evel kelennerez alamaneg da vugale divroidi[8].
|