Suzanne Valadon

Suzanne Valadon
Emboltred, pastellivadur, 1883

Suzanne Valadon, Marie-Clémentine Valade he gwir anv, ganet d'an 23 a viz Gwengolo 1865 e Bessines-sur-Gartempe, Haute-Vienne (Bro-C'hall), ha marvet d'ar 7 a viz Ebrel 1938 e Pariz (Bro-C'hall), a oa ul livourez c'hall e penn-kentañ an XXvet kantved. Mamm e oa d'al livour Maurice Utrillo. Beziet eo bet bered Saint-Ouen, tostik da gêr Pariz. Deuet e oa Valadon da vezañ ar c’hentañ maouez a-live da vezañ degemeret e Kevredigezh Vroadel an Arzoù-kaer. Tremenet he deus tost da 40 vloaz evel arzourez. Sujedoù he zresadennoù ha livadurioù evel Joy of Life (1911), a lakae war wel alies mat maouezed e noazh, pe poltredoù maouezed, ar vuhez sioul hag an dremmvroioù.

Morse ne zeas d’un akademiezh-livañ, ha morse ne voe bac’het gant un hengoun livañ pe un doare stil arz. Feuket he deus bed al livañ gant he foltredoù paotred e noazh mes ivez skeudennoù maouezed disteroc’h o neuz, tamm ebet evel ma reas al livourien. Ouzhpenn livourez, model eo bet evit kalzig a arzourien vrudet. Gwelout a reer Valadon war livadurioù Dance at Bougival (1883), Dance in the City by Pierre-Auguste Renoir (1883), Suzanne Valadon (1885) ha The Hangover (Suzanne Valadon) (1887 - 1889) gant Henri de Toulouse-Lautrec.

Ar vuhez bugel Valadon; plac’h yaouank

Savet ha maget e voe en ur familh baour gant he mamm, kannerez dilhad dizimez e Montmartre. Morse ne anavezas he zad. Brudet e voe evit bezañ dizalc’h a-walc’h ha dizoujus d’an aotrouniezh, betek he 11 vloaz ez eas d’ar skol, ha stagañ dija da labourat.

Un toullad micherioù a reas, evel labourat en ur stal kemenerien, en ul labouradeg evit fardañ kurunennoù bleunioù, gwerzherez legumaj, ha servijourez. D’an oad a 15 vloaz e pakas ul labour war he zachenn muiañ karet :  pleustriñ d’ober troioù ouesk en ur sirk. En ur sirk e c’helle labourat abalamour d’he zarempred gant ar C’hont Antoine de La Rochefoucauld ha Thèo Wagner, daou livour simbolour anezho, empleget e oant evit kinklañ ur sirk a oa da vMedrano. Alies e teue Toulouse-Lautrec ha Berthe Morisot da weladenniñ ar sirk. Kouezet e oa Valadon diouzh un trapezenn, gloazet fall en he c’hein e voe ar paourkaez, ha diwar-se e voe echuet trumm gant he garierenn akrobat, a badas ur bloavezh hepken.

Straniñ a rae e karterioù Montmartre e Paris, ha kendec’hel gant he dudi evit an arz, en ur labourat evel model, hag evel muse (awenourez an arzourien, degas soñjoù nevez dezho). O vezañ model e  selle pizh ouzh o zoareoù dezho d’ober, jestroù ha teknikoù livañ, hag en abeg ma n’halle ket paeañ ar c’hentelioù livañ. Arsellout ha deskiñ a rae digant an arzourien, evel Pierre de Chavannes, Toulouse-Lautrec, pe Pierre-Auguste Renoir.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.