Tan-gwall bras Londrez

Tan-gwall bras Londrez, diwar un daolenn gant un arzour dianav

Tan-gwall bras Londrez a voe un tan-gwall a zistrujas tost razh kêr Londrez adalek an 2 a viz Gwengolo betek ar 5 a viz Gwengolo 1666. An tan a oa bet e-kreiz kêr Londrez dreist-holl e-barzh al lodenn enkelc'hiet gant mogerioù kozh eus mare ar romaned.

Riskl a oa bet ez afe an tan e-kostez lec'hioù annez an noblañs e distrikt Westminster, Palez Whitehall hini Charlez II, ha darn ar bannlevioù.[2] Devet e oa bet 13200 ti, 87 iliz parrez, Iliz-veur Sant Paol Londrez, ha darn savadurioù melestradurel Londrez. Istimet e vez e vefe bet distrujet tiez 70000 anneziad ar gêr war un hollad a 80000. Ne ouier ket pet a dud a zo aet da Anaon dre an tan-gwall met a hengoun e vez diskleriet e oa bet izel an niver, n'eus nemet 6 a dud marvet ent ofisiel. Hervez an istorourien e seblant iskis e vefe bet ken nebeut a dud. Ul lod anezho a ziskler e vefe chomet izel an niver dre chom hep kontañ an dud paour pe etre. Ouzhpenn an tan a oa ken kreñv ma oa devet holl korfoù ar gouzañverien. Un tamm poderezh a vez tu gwelet hiziv an deiz er Museum of London kavet gant arkeologourien e Pudding Lane, lec'h ma krogas an tan, a lak war-wel e oa pignet temperadur an tan betek 1700 °C.

An tan bras a oa kroget e ti ar baraer Thomas Farriner (pe Farynor) lec'hiet e Pudding Lane dres goude hanternoz d'ar sul 2 a viz Gwengolo bliv ez eas war-raok war zu kornôg kêr Londrez.

Kreiz-kêr Londrez e 1666. E roz an dachenn bet devet

Ur mell tan-gwall arall a oa bet e 1212.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Morgan, Kenneth O. (2000). Oxford Illustrated History of Britain. Oxford: Oxford.
  • Tinniswood, Adrian (2003). By Permission of Heaven: The Story of the Great Fire of London. Londrez: Jonathan Cape.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.