Tariq ibn Ziyad


Táriq ibn Ziyad

طارق إبن زياد

Tariq ibn Ziyad
Jeneral Omeyad
Anv badez Táriq ibn Ziyad
Lesanvioù Tárik ar Born
Deiziad ganedigezh Dianav VIIvet kantved marteze 670
Lec'h ganedigezh Dianav, Ifrikiya, Kalifad Omeyad
Aet da anaon 720 (50 vloaz)

Damas, Kalifad Omeyad

Bro Kalifiezh an Omeiaded
Micherioù Sklav

Soudard
Gouarnour

Skour Ifrikiya, Kalifad Omeyad

Islam sunnit

Emgannoù pennañ Aloubadeg Islamek Spagn (29 a viz Eost 711- 714)

Emgann Guadalete (711 pe 712)

Tariq ibn Ziyad (arabeg : طارق إبن زياد), ganet er VIIvet kantved hag aet da anaon e 720, a oa ur jeneral muzulman eus lu Kalifiezh an Omeiaded hag a voe trec'h e 711 war ar roue vizigot Roderico (pe : Rodrigo) en emgann Guadalete, ma varvas Roderico.

A orin berber e oa, evel Tarif ibn Malik ha Munuza, ha ganto edo e penn aloubadeg islamek Spagn.

Tarik ibn Ziyad taolennet gant Theodor Hosemann en e levr Istor ar Grenn-amzer europeat

Brudet eo dreist-holl da vezañ kaset, adalek hanternoz Maroko, ha dindan ar jeneral Moussa Ibn Noçaïr, an arme omeiad vuzulman da aloubiñ Spagn. Abaoe an trec'h-se eo anavezet an anv Jibraltar a zo un anv arabek, Djebel Tariq (جبل طارق, Jabal Ṭāriq), « Menez Tariq ».

Galvet e oa bet gant mibien ar roue vizigot Witiza da reiñ skoaz d'ar brezel diabarzh etre int ha Roderico. Harp a gavas digant ar Yuzevien heskinet gant ar Vizigoted, gant enebourien ar roue, re an Iliz katolik roman, ha dreist-holl harp ar c'hont Juluan, gouarnour Ceuta, a bourchasas al listri dezhañ.

An darn vrasañ eus ar skridoù diwar-benn Tariq hag an aloubadeg arab a voe savet gant istorourien vuzulman, meur a gantved goude an darvoudoù.