Terpsic'hore (Τερψιχόρη/Terpsichóre e gregach, eus τέρπεω / térpeô, « kavout mat pe brav », ha χoρός / khorós, « dañs ») eo anv muzenn an dañs. Ur plac'h virvidik eo, kurunennet a c'harlantezioù, ul lourenn ganti en he dorn.
Gant oberourien zo ez eus bet graet mamm ar morwragez anezhi.
An Istorioù, savet gant Herodotos, a zo bet rannet gant an embannerien e nav levrenn, ha pep hini anvet diwar-lerc'h ur vuzenn. Anv Terpsic'hore zo bet roet d'ar pempet levrenn.